Maria ar Yuzevez, anvet ivez Maria Hebraea, Maria Prophetissa pe Maria ar Yuzevez, zo un alkimiourez eus an Henamzer, etre an IIIe hag an eil kantved kent JK. Kontet eo da vezañ unan eus krouerien an alkimiezh.

Maria ar Yuzevez, hervez un engravadur er Symbola Aurea Mensae Duodecim Nationum (1617), gant an alkimiour ha mezeg alaman Michael Maier (1568-1622)

Ganti e vije bet ijinet meur a venveg pe doare-aozañ, en o zouez an dourgib, ar c'herotakis (« lestr serr ma vez lakaet follennoù kouevr ha metaloù gant aezhennoù a bep seurt ») hag an tribikos.

Mammskridoù

kemmañ

Meneg eus Maria ar Yuzevez zo e skridoù Zosimos Panopolis, un Hellazad eus Aleksandria, e dibenn an IIIe kantved, ar c'hoshañ skridoù diwar-benn an alkimiezh anavezet en deiz a hiziv. Ar skridoù-se avat n'int nemet menegoù hir eus komzoù oberourien gozh, evel ar pseudo-Demokrites, ma'z eo anvet gantañ Mari, ken plaen ha tra, pe an Divina.

Bain-Marie

kemmañ

Chomet eo hec'h anv en hini ar bain-Marie ("dourgib"), ur ger gallek (implijet en izelvroeg hag e saozneg ivez) krouet gant Arnaldus de Villa Nova er XIVvet kantved.

Liammoù diavaez

kemmañ