Marinus van der Lubbe

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Marinus (Rinus) van der Lubbe, ganet d'an 13 a viz Genver 1909, marvet d'an 10 a viz Genver 1934, a oa ur c'huzulier komunour nederlandat hag a voe tamallet dezhañ bezañ c'hwezhet an tan er Reichstag e Berlin d'ar 27 a viz C'hwevrer 1933.
Barnet e voe ha kondaonet d'ar marv, ha dibennet, abalamour da se en Alamagn .
D'an 10 a viz Genver 2008 e voe diskleriet gant prokulor-meur Alamagn e oa bet kondaonet Marinus van der Lubbe a-enep al lezenn.

Marinus van der Lubbe pa voe harzet gant ar polis alaman e 1933
Bez Marinus van der Lubbe er Südfriedhof e Leipzig.

E vuhez

kemmañ

Dispartiet e oa kerent Van der Lubbe ha mervel a reas e vamm pa oa-eñ 12 vloaz. E vugaleaj a gasas e familh e hanterc'hoar. Pa oa 20 vloaz e stagas gant ur stummadur mañsoner. Ken kreñv e oa ken e voe lezanvet "Dempsey" gant e vignoned. Met abalamour d'ur gwallzarvoud-labour e 1925 e rankas dilezel ar vicher. Er bloavezhioù da-heul ec'h emezelas en ur strollad anvet Tu-enep micherourien an tu-kleiz (alamaneg : LAO). Bec'h a savas etrezañ hag e c'hoar neuze e tilojas da Leiden e 1927 hag eno e krouas ti Lenin, ma veze aozet emgavioù ha prezegennoù politikel. E Leiden en doe kudennoù gant ar polis : e 1930 e chomas div sizhunvezh-pad en toull-bac'h abalamour m'en doa distrujet prinistri burevioù ar skoazell sokial. Etre 1928 ha 1932 e veajas Van der Lubbe e-diabarzh Europa. Fellout a rae dezhañ mont d'an Unvaniezh Soviedel met nac'het e voe outañ bezañ degemeret eno. E miz C'hwevrer 1933 ez eas da Verlin ma klaskas lakaat tan e meur a savadur.


Levrlennadur

kemmañ
  • Josh van Soer (Hrsg.): Marinus van der Lubbe und der Reichstagsbrand. Hamburg: Edition Nautilus 1983 ISBN 3-921523-68-0
  • Hans Schneider: Neues vom Reichstagsbrand? Eine Dokumentation. Ein Versäumnis der deutschen Geschichtsschreibung. Vorwort Iring Fetscher; Beiträge von Dieter Deiseroth, Hersch Fischler, Wolf-Dieter Narr; BWV Berliner Wissenschafts-Verlag, 2004 ISBN 3-8305-0915-4
  • Hersch Fischler: Zum Zeitablauf der Reichstagsbrandstiftung. Korrekturen der Untersuchung Alfred Berndts. In: Vierteljahrshefte für Zeitgeschichte 4/2005, S. 617-632 (Abstract)
  • Alexander Bahar, Wilfried Kugel: Der Reichstagsbrand. Wie Geschichte gemacht wird. Berlin: Edition q 2001 ISBN 978-3-86124-513-1
  • Sven Felix Kellerhoff: Der Reichstagsbrand — Die Karriere eines Kriminalfalls. Berlin: Be.Bra 2008 ISBN 978-3-89809-078-0
  • Dieter Deiseroth: Der Reichstagsbrand-Prozess - ein rechtsstaatliches Verfahren? In: Kritische Justiz 42(2009), H. 3, S. 303-316

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.