Markas (Marcos) Luckis a zo bet ganet d’ar 17 a viz Genver 1905 ha marvet d’an 9 a viz C'hwevrer 1973.

Mestrc’hoarier echedoù lituanian hag arc'hantinat.

Markas Luckis a c'hoarias e skipailh broadel Lituania e-doug pempr Olimpiad Echedoù ofisiel hag unan diofisiel.


  • E miz Gouere 1931, ouzh an dablenn-mir er 4vet Olimpiad e Praha (+5 –4 =6).
  • E miz Gouere 1933, ouzh ar bedervet tablenn er 5vet Olimpiad e Folkestone (+3 –4 =1).
  • E miz Eost 1935, ouzh an dablenn-mir en 6vet Olimpiad e Varsovia (+ 8 -2 = 8).
  • E miz Eost 1936, ouzh ar bedervet tablenn en Olimpiad diofisiel e München (+9 –2 =9).
  • E mizioù Gouere hag Eost 1937, ouzh ar bedervet tablenn er 7vet Olimpiad e Stockholm (+7 –1 =9).
  • E mizioù Gouere hag Eost 1939, ouzh an deivet tablenn en 8vet Olimpiad e Buenos Aires (+7 –8 =5).

Tapout a reas ur vendalenn argant e 1936 ha div arall en arem e 1935 ha 1936.

Abalamour d'an Eil brezel bed, kroget p'edo c'hoazh e Buenos Aires, e kavas furoc'h chom en Arc'hantina.

Partiennoù dedennus

kemmañ