Markgrafelezh Brandenburg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kontelezh Marz Brandenburg pe Markgrafelezh Brandenburg (Markgrafschaft Brandenburg en alamaneg) a voe ur Stad istorel en Impalaeriezh santel roman german adalek 1157 betek 1806. Mark Brandenburg a reer ivez eus ar Stad-se en alamaneg.
Pouezus-bras e voe perzh Markgrafelezh Brandenburg en Istor Alamagn hag en hini Kreizeuropa, pa gemeras ar vargrafed perzh e dilennadeg an impalaer adalek ar bloavezh 1326 ; Kurfürstentum Brandenburg ("dilennouriezh Vrandenburg") a voe graet eus ar Stad neuze.

Markgrafelezh Brandenburg er bloavezh 1320.

Dont a ra an anv eus an alamaneg Mark ("marz", "harzoù" an impalaeriezh), Grafschaft ("kontelezh"), hag anv kêr Vrandenburg. Er bloavezh 1417 e teuas Berlin da vezañ kêr-benn ar Stad, e-lec'h Brandenburg eta.
Gant an amzer e kemmas harzoù ar vargrafelezh, met stabil a-walc'h e chomjont adalek 1455 betek 1806.

Tiriad

kemmañ

Pa oa Mark Brandenburg ur varkgrafelezh en em astenne war an douaroù a zo hiziv e reter Alamagn (an darn vrasañ eus al Länder Brandenburg ha Berlin a-vremañ, ha norzh ar Saks-Anhalt) hag e kornaoueg Polonia (Lubusz ha kornaoueg Pomerania).

Proviñsoù

kemmañ

Pennad kar

kemmañ