Marv Nahel Merzouk, ur c’hrennard 17 vloaz gall hag aljerian, a zo c’hoarvezet abalamour da denn ur poliser d’ar 27 a viz Mezheven 2023 e Nanterre (Bro-C’hall).

lazhadenn Nahel Merzouk
muntr, taerder polis
StadFrañs Kemmañ
Lec'hplace Nelson-Mandela Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°53′54″N 2°13′15″E Kemmañ
Deiziad27 Mez 2023 Kemmañ
Efeddispac’h war lerc’h marv Nahel Merzouk, Kerzhadeg wenn evit Nahel Kemmañ
ArmamentPistolenn Kemmañ
OberourFlorian M. Kemmañ
ReuziedNahel Merzouk Kemmañ
Map

Hervez an daou boliser a oa eno en dije nac'het ar paotr sentiñ hag e vijent bet e reizhdifenn, pezh a zo nagennet gant an daou baotr all a oa er c’harr-tan. Lakaet eo bet ar poliser en deus tennet an taol dindan ensell evit lazh e-fetepañs ha bac’het da c'hortoz[1].

Reuz ez eus bet e meur a gêr e Bro-C’hall, Suis ha Belgia war-lerc’h an darvoud, gant efedoù gwashoc’h eget ar re a oa bet war-lerc’h marv Adama Traoré[2].

Al lodenn vrasañ eus ar mediaoù n’o deus ket embannet anv klok ar poliser. Graet eo bet gant Oise Hebdo avat, ha savet en deus Gérald Darmanin, ministr an Diabarzh, klemm a-enep ar gazetenn[3].

Daveoù kemmañ