Ar polis, pe ar gêrreizh, zo un aozadur a-berzh Stad, karget da lakaat an urzh da ren er gevredigezh ha da lakaat an dud da zoujañ d‘al lezennoù.

Poliserien c'hall e 1900
Poliserien saoz da vare ur match mell-droad, e 2006
Karr polis, e Kembre
Ur c'homiserdi en Istanbul
Karr polis, e Sveden

Gallout a ra izili ar polis ober gant an nerzh evit se.

Peurvuiañ e lakaer kemm etre ar polis hag an aozadurioù a zo karget da zifenn ar Stad a-enep tagadennoù eus an estrenvro hag a anver armeoù. E broioù a zo koulskoude n’eo ket splann ar c'hemm, pa gaver en aozadurioù a zo karget da lakaat an urzh da ren er gevredigezh tud a seller outo evel soudarded : Archeriezh vroadel e Bro-C'hall pe Guardia Civil e Spagn.

Meur a dra a gaver en obererezh ar polis, met tennañ a ra an darn vrasañ anezho da virout an urzh er gevredigezh. E kevredigezhioù a zo, en amzer dremenet dreist-holl, e oa kefridi ar polis mirout digemm aozadur ar gevredigezh (ar renkadoù) ha difenn ar berc'henniezh prevez, da lavaret eo e tifenne interestoù ar re binvidikañ.

Gerioù heñvel ouzh ar ger brezhonek polis a vez implijet en ur bern yezhoù hag ur bern broioù evit seurt aozadurioù. Met gerioù all a gaver ivez, evel kêrreizh e Breizh, milicija e Rusia pe Garda Siochána en Iwerzhon.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.