Masimilian Iañ Mec'hiko

Masimilian Iañ Mec'hiko (1832-1867) a voe impalaer Mec'hiko, kent bezañ fuzuilhet gant an emsavidi vec'hikan.

Masimilian Iañ Mec'hiko
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Aostria, Second Mexican Empire Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMaximilian I. von Mexiko, Maximiliano I de México Kemmañ
Anv ganedigezhFerdinand Maximilian Joseph Maria von Österreich Kemmañ
Anv-bihanMaximilian Kemmañ
Titl noblañsArchduke, Emperor of Mexico Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gou 1832 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKastell Schönbrunn Kemmañ
Deiziad ar marv19 Mez 1867 Kemmañ
Lec'h ar marvSantiago de Querétaro Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhImperial Crypt Kemmañ
TadFranz Karl von Österreich Kemmañ
MammSophie Friederike von Bayern Kemmañ
Breur pe c'hoarArchduchess Maria Anna of Austria, Franz Joseph Iañ, Karl Ludwig von Österreich, Archduke Ludwig Viktor of Austria Kemmañ
PriedCharlotte Belgia Kemmañ
BugelAgustín de Iturbide y Green, Salvador de Iturbide y Marzán Kemmañ
FamilhHouse of Habsburg-Lorraine Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherpolitiker, louzawour Kemmañ
KargEmperor of Mexico, Member of the House of Lords (Austria) Kemmañ
Lec'h annezChapultepec Castle Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Grad milourelamiral Kemmañ
Ezel eusAustrian Academy of Sciences Kemmañ
Perc'henn warMiramare Castle Kemmañ
an impalaer Masimilian I

Mab e oa da Franz Karl von Österreich ha da Sophie von Bayern. Breur yaouank an impalaer aostrian Franz Joseph Iañ e oa.

E 1857 e timezas e Brusel d'ar briñsez Charlotte Belgia, merc'h da Leopold Iañ Belgia, roue Belgiz, ha da Louise-Marie d'Orléans.

Goude bloavezhioù e morlu Aostria, e asantas d'ar c'hinnig graet dezhañ gant Napoleon III, impalaer Bro-C'hall, da vont da ren war Mec'hiko. Aloubet e oa bet Mec'hiko gant ar C'hallaoued e 1861, gant asant stadoù all Europa. Evit diazezañ eno ur galloud a-du gant Bro-C'hall e voe pedet Masimilian gant Napoleon III, da vont da impalaer ar vro. Mont a reas da Vec'hiko, gant skoazell an arme c'hall hag un nebeud mirourien vec'hikan. Hag anvet e voe da Impalaer Mec'hiko d'an 10 a viz Ebrel 1864.

Nac'het e voe anavezout an impalaer nevez gant meur a c'houarnamant estren, ha gant hini Stadoù Unanet Amerika en o zouez. Sellout a raent ouzh impalaeriezh Masimilian evel ur stad suj da Vro-C'hall. Goude dibenn ar Brezel Diabarzh er Stadoù Unanet, e 1865, e voe degaset skoazell gant Stadunaniz d'ar republikaned vec'hikan renet gant Benito Juárez. P'en em dennas arme Bro-C'hall diouzh Mec'hiko e 1866 e krogas an traoù da vont da fall evit nerzhioù an impalaeriezh.

Mareadoù diwezhañ Masimilian Iañ Mec'hiko, gant Jean-Paul Laurens
An Impalaer Masimilian lakaet d'ar marv. Taolenn gant Édouard Manet, etre 1868 ha 1869, unan eus ar pemp doare savet gant al livour. Fuzuilhet e voe ar priñs d'an 19 a viz Mezheven 1867. Tennañ a ra taolenn Manet da oberenn Francisco Goya, an Tres de Mayo.

Paket e voe Masimilian gant an emsavidi a-du gant ar republik ha fuzuilhet e voe ganto d'an 19 a viz Mezheven 1867.