Mastodont
| |||
---|---|---|---|
Skeledenn ur mastodont
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Proboscidea | ||
Kerentiad : | Mammutidae | ||
Genad : | Mammut | ||
Anv skiantel | |||
Mammut americanum Hay, 1922 | |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Amerika an Hanternoz | |||
Prantad | |||
Pleistosen | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Mastodonted a oa loened eus genad ar mammouted, hag eus urzhiad ar Proboscidea. Daoust ma tennent kalz d’ar mammouted blevek ne oant ket, evel ar re-mañ, eus kerentiad an Elephantidae.
Ar Mastodonted amerikan (Mammut americanum) a veve e Norzhamerika. Aet int da get 9 000 bloaz ’zo pe war-dro.
Debriñ a raent delioù, er c’hontrol d'ar mammouted hag a zebre geot.
O ment a dape 3 metrad uhelder (war-dro 1 m disteroc’h eget ar mammouted blevek), hag o stilhonoù a c’halle tizhout alies betek 5 metrad hirder.