Hervez daou levr ar Vakabeed ar Bibl ez eo ar beleg Mathathias tad pemp mab. Unan anezo, Youdas, lesanvet Makabai ("ar morzhol"), a gemeras penn an emsavadeg enep Antioc'hos Epifan.

Fellout a rae d'ar roue-se ha d'e warlerc'hidi hellenaat an holl bobloù a oa dindan o beli, ar Yuzevien en o-zouez.

Ren a reas Antioc'hos etre 175 ha 164 KJK war ur vro ec'hon adalek stêr an Eufrates betek harzoù Egipt gant Antioc'heia da gêr-benn.

Kriz-tre e voe an heskinerezh enep ar Yuzevien evit o lakaat da zilezel o c'hredennoù hag o boazioù. Lod a asantas mont a-du gantañ (1M. 1:11-15). Lod all a savas da enebiñ. Kemer a reas Mathathias penn ar re-mañ (1M. 2:27) en em dennas er gouelec'h evit en em brientiñ evit stourm ouzh ar vac'homerien[1].

Pa varvas Mathathias e kemeras e vab Youdas Makabai e lec'h (1M. 3:1) etre 166 ha 160 KJK.

Daou levr eus an Testamant Kozh, Kentañ Levr ar Vakabeed hag Eil Levr ar Vakabeed a gont istor an emsavadeg hag an emgannoù[2].

Daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 5, 1986, p.64
  2. Daou levr all zo, n'int ket anzavet gant an Iliz katolik roman ; gant an Iliz ortodoks int anzavet avat.