Melanie
Melanie zo un anv-badez saoznek, alamanek ha nederlandek. Mélanie eo an doare-skrivañ e galleg, Melania un doare all. Roet e vez d'ar merc'hed dreist-holl, d'ar baotred ivez a-wezhioùigoù.
Orin
kemmañDont a ra eus an anv-gwan gresianek μελανία (melania), "du", diwar μέλας (melas) hag a dalv "teñval".
Arabat meskañ gant Melani, un anv-badez brezhonek roet d'ar baotred. Dont a ra eus Sant Melani, kentañ eskob Roazhon. Dont a rafe eus ar memes ger gresianek "melas", pe eus ur ger brezhonek, "mael" pe c'hoazh "melen".
Istor
kemmañUn anv-badez kristen e teuas da vezañ abalamour da ziv santez : Melania an Henañ, hag he merc'h-vihan Melania ar Yaouankañ. Dont a reas an anv e Bro-Saoz gant aloubadeg ar vro gant Normaned Gwilherm II (dug Normandi), met chom a reas ral e saozneg.
Dont a reas da vezañ diouzh ar c'hiz abalamour da romant Aet gant an avel gant Margaret Mitchell e 1936, hag ar film tennet dioutañ e 1939, dre oa anvet Melanie Hamilton unan eus ar penndudennoù.
Yezhoù all
kemmañ- Mélanie e galleg
- Melania e saozneg, kastilhaneg hag italianeg
- Melânia e portugaleg.
- Melaniya, Melaniya er yezhoù slavek
Tud brudet
kemmañ- Mélanie Jouitteau, yezhouniourez
- Mélanie Rouat (1877-), keginerez
- Mélanie Guyomard, Miss Breizh
- Mélanie Laurent (g. e 1983), aktourez
- Melanie Brown, anv-leurenn Mel B, ha Melanie Jayne Chisholm, anv-leurenn Mel C, div eus kanerezed strollad ar Spice Girls
- Melanie Safka (1947–2024), anv leurenn Melanie, kanerez
- Melanie Griffith (g. e 1957), aktourez
- Melania Trump (g. e 1970), Itron Kentañ ar Stadoù-Unanet