Melville
pajenn disheñvelout Wikimedia
Melville zo un anv-lec'h hag anv-tiegezh saoznek a gaver e Bro-Skos ha Bro-Iwerzhon, disheñvel o orin avat.
Gerdarzh
kemmañDaou orin en deus ar ger.
E Bro-Skos e teufe eus an anv normanek Melleville pe Malleville, hini ur gumun vihan e Normandi, er Pays de Caux (en departamant gall Seine-Maritime bremañ). Ur marc'heg norman a vefe deuet ac'hano gant Gwilherm an Alouber, hag aet da chom da gostez Fife, e Skos. Kastell Melville eo kastell ar familh.
E Bro-Iwerzhon eo saoznekadur an anv gouezelek Ó Maoilmhichíl, da lavaret eo "diskennad eus Maoilmhichil". Melvill, hep e, zo ur stumm all.
Anv-lec'h
kemmañ- Enez Melville, anv meur a enezenn
- Bae Melville
- Melville, ur ger e Saskatchewan
- Ledenez Melville, e Nunavut
Anv bihan
kemmañ- Melvil Poupaud, aktour gall parizian
Anv-tiegezh
kemmañAr veskonted Mellville zo ur familh noblañs skosat. Krouet e voe an titl e 1802.
- Andrew Melville (1545-1622), gouizieg, doueoniour ha barzh skosat
- Herman Melville, skrivagner stadunanat, bet skrivet gantañ Moby-Dick
- Jean-Pierre Melville, anv micher ur filmaozer gall