Ville zo ur ger romanek evit « kêr », hag a zeu eus al latin villa ("domani gounezel", aet da "palez war ar maez"). Stank eo e implij, koulz evel rakger hag evel lostger, da sevel anvioù-lec'h kenkoulz er broioù gallek hag er broioù saoznek, lec'h ma kaver al lostger -town ha -ton ivez.

Stank eo al lostger -ville en anvioù-lec'h Normandi dreist-holl, abalamour d'ar boaz o doa ar Vikinged da envel o domanioù gant anv un den + villa, da skouer Thorulf-villa hag a roas Trouville e normaneg. Gant aloubidigezh Breizh-Veur gant Gwilherm II, Dug Normandi en XIvet kantved e voe "ezporzhiet" di seurt anvioù (evel anvioù-lec'h hag anvioù-tud). Diwezhatoc'h e vint "ezporzhiet" adarre er c'hentañ impalaerezhioù trevadennel gall ha saoz da Norzhamerika, ha goude en eil Impalaerezhioù trevadennel gall, saoz ha belgiat da Afrika ha da Azia. Se zo kaoz eo ken stank seurt anvioù er bed. Goude an didrevadennerezh e voent cheñchet gant broioù zo nevez-dizalc'h evel Viêt Nam, Republik Demokratel Kongo hag Aljeria. Gant lod all avat e voent kadarnaet, ha reoù nevez a voe krouet zoken, evel Bongoville e Gabon.

Gerdarzh kemmañ

Villa rustica e latin a dalveze kement ha "ti war ar maez" ; er Grennamzer e talveze kement hag "atant" ha diwezhatoc'h e voe implijet evit "kêriadenn" ha neuze "kêr".

Lec'hioù kemmañ

E meur a vro

  Aljeria
  • Gastonville, un anv roet da Salah Bouchaour gant ar C'hallaoued
  • Géryville, un anv roet da El Bayadh gant ar C'hallaoued
  • Guyotville, un anv roet da Aïn Benian gant ar C'hallaoued
  • Ménerville, un anv roet da Thenia, e Kabilia gant ar C'hallaoued
  • Mouzaïaville, un anv roet da Mouzaia gant ar C'hallaoued
  • Orléansville, un anv roet da Chlef gant ar C'hallaoued
  • Philippeville, un anv roet da Skikda gant ar C'hallaoued
  • Tocqueville, un anv roet da Ras El Oued gant ar C'hallaoued
  Aod an Olifant
  Aostralia;
  Belgia
  Belize
  Breizh
  Bro-C'hall

Kantadoù a gumunioù gall a echu pe a grog o anv dre -ville, ha kalzig anezho e Normandi abalamour da orin norsek an anvioù-lec'h ; setu amañ un daou c'hant bennak anezho :

  Bro-Saoz
  Bro-Skos
  Gabon
  • Libreville, ar gêr-benn
  • Bongoville
  • Franceville
  • Lastoursville
  Grenada
  Haiti
  Italia
  Iwerzhon
  Jamaika
  Jerzenez
  Kanada
  Republik Kongo
  Kongo (RD)
  Loren
  Stadoù-Unanet

Meur a gant anv a zo :

  Suafrika
  Suis
  Viêt Nam
  Zeland-Nevez
  • Helensville
  • Hunterville
  • Hurleyville
  • Morrinsville
  • Seddonville
  • Wardville
  • Woodville

Tud kemmañ

Sevenadur kemmañ

Pennadoù kar kemmañ