Ker

pajenn disheñvelout Wikimedia
Ur pennad kêr zo ivez.

Ker zo ur ger a gaver a-gozh el lec'hanvadurezh vrezhonek hag en anvioù-tiegezh tennet anezho. Dont a ra eus kêr. A-wechoù e vez skrivet o varennañ al lizher K evel se : Ꝃnetra e-lec'h Kernetra.

Nevesoc'h en istor eo deuet ar pleg da implijout Ker evit reiñ anvioù da draoù all, evel tier.

Sterioù all zo gant ar gêr ker e brezhoneg avat :

  • ker (anv-gwan) : karet, evel e "mignon ker",
  • ker (anv-gwan), kontrol marc'had-mat,
  • ar c'her (anv boutin), er ventoniezh.

Anvioù-lec'h kozh

kemmañ
 
Ehan trenioù Kerrest e kumun gozh Kernevel war al linenn Landerne-Savenneg.
  Ur pennad Lec'hanvadurezh Breizh zo ivez.

18 250 a lec'hanvioù e Ker- a zo, e Breizh-Izel dreist-holl. E Breizh-Uhel e gaver ar stumm Car- hag e Bro-Gembre ar stumm Caer-. Setu un nebeud skouerioù :

 
Tour-tan Kerdonis er Gerveur.

Kêrioù zo e Breizh a grog gant Ker-, un nebeud skouerioù :

 
Ar straed Kervegan e kreizkêr Naoned.

Karterioù zo ivez :

Lec'hioù all :

En estrennvro

kemmañ

Kêrioù en estrennvro hag a grog gant Ker- e brezhoneg :

Er broioù keltiek

kemmañ

E Bro-Gembre e kaver ar rakger Car pe Caer, evel e Cardiff pe Caerdydd e kembraeg.

E Bro-Skos ez eus ur gêr anvet Kirkintilloch e saozneg. Kir- a zeu eus ar predeneg kozh "ker" pe "caer", "kreñvlec'h". Ker Pentaloch eo an anv e predeneg. Un c'heñvlec'h a oa eno da vare an impalaeriezh roman.

Castlecary zo ur gêriadenn istorel e Bro-Skos, dont a ra -cary eus ker ivez.

Digouezh ar Pireneoù

kemmañ

En Ariège e kaver an anv-lec'h Ker pe Cair a-wechoù. Talvezhout a ra kement ha « penn roc'h» pe « kribenn roc'h ». Mougevioù Ker Massat zo mougevioù ragistorel brudet er c'horn-bro-se. N'eus netra da welout gant ar ger brezhonek.

Anvioù-tiegezh

kemmañ
  Ur pennad Anv-tiegezh brezhonek zo ivez.

An anvioù-tiegezh brezhonek hag a grog gant Ker- a c'hall bezañ tennet eus anvioù-lec'h pe eus un atant gant anv un den war-lerc'h, da skouer :

A-wechoù eo bet brezhonekaet anvioù romanek, da skouer La Villemarquée e Kervarker, ha Moulinsart e Kervilin e troioù-kaer Tintin.

Kershaw zo un anv-tiegezh saoznek. Dont a ra eus "kirk", iliz, ha "shaw", bodad gwez.

Kerr (skrivet ivez Ker, Kear, Carr, Carre ha Cares) zo un anv-tiegezh skosat hag a zeu eus William de Ker, un Norman bet staliet eno en XIIvet kantved.

Anvioù nevez savet abaoe ar XIXvet kantved

kemmañ
 
Ꝃ Hermine war un ti e Kimiag (Bro-Naoned).

Adalek fin an XIXvet kantved, p'en deus kroget an touristerezh kouronkañ da zioren e Breizh, eo deuet ar c'hiz da envel e zi, ha dreist-holl e eilti war bord ar mor, gant Ker + un anv-bihan, pe c'hoazh Keravel, etc. Un niver bras kenañ a dier zo bet anvet evel-se war holl aodoù Breizh, hag en Argoad ivez a-wechoù. Brezhonek, gallek pe gallekaet e vez an anv-bihan peurliesañ. Skouerioù e-leizh eus ar pleg-se a zo, tier-vakañsiñ prevez met ivez kenkizoù, manerioù ha letioù savet gant tisavourien vrudet, da skouer ar c'henkizoù rummet Ker Vary ha Ker Louisic er Baol, pe e Pornizhan kenkizoù Ker Souveraine, Ker Gaïdic (tro-dro 1880) ha Ker Juliette hag a zo hiziv un domani gant letioù-annez touristel hag ur preti.

Lec'hioù zo zo bet anvet gant Ker ivez, evit abegoù liesseurt :

Embregerezhioù ha mediaioù zo o deus kemeret un anv graet gant Ker ivez, a-wechoù gant ur ger gallekaet pe saoznek :

  • kalzig merkoù chistr o deus un anv e Ker- : Kerné, Kerisac, Kerloïck, Kermabo, etc.
  • Ker Cadélac, ur merk kouignoù ha gwastili krouet gant Daniel Kermeur
  • Kering, anv ur stroll eus genad ar moed savet gant ar rakger brezhonek Ker- hag al lostger saoznek -ing
  • Kernews, ur skingomz eus Bro-Wenrann

Traoù all :

Anvioù el lennegezh

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ