K barrennet
Ꝃ, a lenner kêr pe K barrennet, zo un arouezenn vrezhonek a vez arveret abaoe ar XVvet kantved e deroù an anvioù-lec'h : da skouer, skrivet e vez « Ꝃaofred » evit "Keraofred".
Implij
kemmañEn un anzav[1] bet skrivet e 1494 e kaver ar c'hentañ testeni anavezet eus Ꝃ[2].
Ingal e veze implijet ꝃ er vuhez pemdez betek dibenn an XVIIIvet kantved, koulz en anvioù ar manerioù ha re an atantoù, hag en anvioù-tud deveret diouto, ha pa vijent eus an noblañs pe eus ar werin.
Ker boas hag anat e teuas ar berradur e spered ar skriverion ma veze tremenet hep ar varrenn alies, evel e Kargroas evit "Kerargroas" (1819) pe c'hoazh Kebel evit "Kerebel" (1864) — anv an elfenn gimiek kripton, bet dizoloet e 1898, a vije bet lennet kêrripton gant Breizhiz ar mare neuze.(Daveoù a vank)
Berz
kemmañHevelep boaz sevenadurel lec'hiel ne oa ket diouzh grad amaezhiadurezh ar Stad C'hall ; he C'huzul-Stad a lakaas berz war arver Ꝃ er skridoù ofisiel dre un diferad bet embannet war-dro 1895[3].
Kendalc'het o devoa Breizhiz gant o doare, hep mar, pa voe embannet war Journal Officiel ar Republik c'hall an 22 a viz Gwengolo 1955 ur c'hemenn sklaer enep implij an arouezenn[4].
« War a lavaras [eme un urcher hag a zalc'he lec'h un noter], e oa deuet an urzh eus Pariz hag a rae difenn da verraat skritur an anvioù tiegezh. Ne c'helled mui, hiviziken, er skridoù savet el lezioù-barn hag en tiez-kêr, lakaat Ꝃ evit Kêr, da skouer Ꝃnalegenn evit Kernalegenn. « Ur vezh, » emezañ, « n'o devo ken ar Vretoned ar gwir da skrivañ anvioù 'zo eus o bro evel ma plij ganto ! »
— Yeun ar Gow Al Liamm, niv.176, p.197 (hervez e skrid e tremen an traoù er bloaz 1915)
Aspadennoù
kemmañAr stummoù K' ha K/ a gaver a-wechoù, el lizheroù-kañv dreist-holl, hag el levrioù-pellgomz pa oa c'hoazh dindan ren ar Stad c'hall (kent an 2 a viz Gouhere 1990 neuze).
Un arouezenn Ꝃ zo bet lakaet en nodrezh "Kelt Unicode" (gwelit al liamm diavaez) ; U+A742 eo anv ar bennlizherenn Ꝃ en Unicode etrebroadel, trawalc'h eo bizskrivañ & #42818; (hep gwenn) evit Ꝃ evel er pennad-mañ. Ul lizherenn vihan zo ivez : ꝃ (& #42819; = U+A473)[5].
- Aotreet eo kement den d'ober gant an arouezenn vreizhat-rik-se pa skriv gant an dorn ez-prevez – un doare aes eo da bellaat diouzh beli... Ꝃnetra[6].
- Ur gannadez c'hall, Emeline K/Bidi ([kɛʁbidi]), zo bet dilennet daoust dezhi kaout un anv ma'z eo skrivet an arouez berzet gant al lezenn[7] ;
K'Bidi
a vez skrivet ivez[8].
Levrlennadur
kemmañ- Yann Riou (1992), Le K barré d'hier à aujourd'hui – Exposé basé sur l'exemple de Lampaul-Plouarzel, Association Lambaol, Lambaol-Blouarzhel.
Liammoù diabarz
kemmañLiamm diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Da vare ar c'hladdalc'helezh e oa un "anzav" un disklêriadur skrivet en anv ur gwaz p'en em ouestle d'un aotrou en eskemm ouzh un dalc'h.
- ↑ Diellaoueg Penn-ar-Bed, diell niv. 1E 410/1.
- ↑ Yann Riou, op. cit., p. 6. Roud ebet war lec'hienn [Kuzul-Stad Bro-C'hall].
- ↑ Legifrance Mellad 88
- ↑ (en) Unicode character "Latin capital letter K with diagonal stroke" (U+A742)
- ↑ Unan eus lesanvioù brezhonek niverus Pariz eo « Ꝃnetra ».
- ↑ Assemblée nationale
- ↑ Zinfos974