Hervez an Tanac'h e voe Menahem (hebraeg : מְנַחֵם, "frealzer" ; latin : Manahem) roue Israel etre 743 KJK ha 738 KJK.

Menahem hervezPromptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouiilé

Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned :

« Hag e pignas Menahem, mab Gadi, eus Tirsa, hag ez erruas e Shomron, hag e roas da Shaloun, mab Yavesh, e Shomron, taol ar marv, hag e renas en e lec'h. […]
Neuze e skoas Menahem war dTifsa ha war an holl a oa enni, ha war he diriad[1] adalek Tirsa ; dre ma n'he devoa ket digoret dezhañ en devoa skoet hag hec'h holl zougerezed a freuzas. […]
Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hep distreiñ diouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, en devoa lakaet Israel da bec'hiñ, e holl zeizioù.
Hag e teuas Foul, roue Ashour, enep ar vro ; hag e roas Menahem da Foul mil talant arc'hant evit kaout e zorn gantañ da ziogelaat ar rouantelezh en e zorn. Tennet en doa Menahem an arc'hant-se diwar Israel, diwar an holl dud pinvidik, da reiñ da roue Ashour : hanter-kant chekel arc'hant diwar pep hini. Hag ez eas en-dro roue Ashour ; ne chomas ket eno, er vro. » (2R 15, 14-20)[2].

E vab Pekahia a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Marteze e vefe gelloc'h « he ziriad » ?
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 185