Pekahia
Hervez an Tanac'h e voe Pekahia[1] (hebraeg: פקחיה Pəqaḥyāh; "YHWH en deus digoret an daoulagad"; latin: Phaceia), mab Menahem, roue Israel etre 738 KJK ha 737 KJK.
Setu ar pezh anlenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned :
« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù ; ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, en devoa lakaet Israel da bec'hiñ. Hag ez iriennas enep dezhañ Pekah, mab Remalia, e skouedour, a skoas warnañ e Shomron, e tour-ged ti ar roue, gant Argov hag Arie ; ha gantañ e oa hanter-kant den, paotred eus Gilead. Goude e lakaat d'ar marv, e renas en e lec'h. » (2R 15, 24-25)[2]
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Anvet eo "Pekakia" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 339
- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 185