Hervez an Tanac'h e voe Pekah[1] (hebraeg: פֶּקַח‎, Pẹqaḥ; "e zaoulagad digor"; latin: Phacee), mab Remalia, roue Israel etre 737 KJK ha 732 KJK[2], goude bezañ lazhet Pekahia, mab Menahem.

Pekah
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Israel Kemmañ
Deiziad ganedigezh8vet kantved kt JK Kemmañ
Deiziad ar marv732 BCE Kemmañ
TadRemaliah Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargKing of Israel Kemmañ
Pekah hervez Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Setu ar pezh a lenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned : « Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù ; ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, en devoa laket Israel da bec'hiñ. E deizioù Pekah, roue Israel, e teuas Tiglat-Pileser, roue Ashour, hag e tapas Iyon, Avel-Bet-Maac'ha, Yanoah, Kedesh, Hasor ha Gilead, ar Galil hag holl vro Naftali, hag o harluas da Ashour. Hag ez iriennas Hoshea, mab Ela, enep Pekah, mab Remalia, hag e roas dezhañ taol ar marv ; hag e renas en e lec'h, er bloaz ugent eus Yotam, mab Ouzia. » (2R 15, 28- 30)[3]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Anvet eo "Pekak" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 339
  2. lenn a reer en destenn e renas ugent vloaz met n'hellas ket ren ouzhpenn pemp bloaz hervez an istorourien (La Bible de Jerusalem, embannadur 1998, p. 522)
  3. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 185