Merienaer meur
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Usurzhad : | Xenarthra | ||
Urzhad : | Pilosa | ||
Kerentiad : | Myrmecophagidae | ||
Genad : | Myrmecophaga | ||
Anv skiantel | |||
Myrmecophaga tridactyla Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar merienaer meur (Myrmecophaga tridactyla) a zo ur bronneg amprevanetaer hag a vev e Kreiz ha Suamerika.
Doareoù pennañ
kemmañEtre 1 ha 2 m eo hirder e gorf, gant ul lost war-dro 80 cm. Etre 20 ha 40 kg eo e bouez. Bihan eo e fas, e zaoulagad hag e zivskouarn. Stumm un duellenn zo gant e voj hir.
War-dro 25 km² eo e diriad. Kousket a ra war an douar, en un toull pe dindan brousgwez, e benn hag e gorf goloet gant e lost.
Distrujañ a ra ar c'hrugelloù merien pe merien-gwenn gant skilfoù e bavioù a-raok ha dastum e breizhoù gant e deod 60 cm. Goloet eo e deod gant drein bihan ha halv pegus.