Met piv eo Belfegor ?
Met piv eo Belfegor ? | |
Filmdata | |
---|---|
Titl orin : | Met piv eo Belfegor ? |
Bro produiñ : | Breizh |
Deuet er-maez : | 10 a viz Even 2017 e Breizh |
Yezh orin : | Brezhoneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 5 munutenn |
Boujedenn : | 2000 € |
Pare | |
Filmaozer : | Yann-Fañch Lugué |
Produer : | Dihun Bro Redon Skolaj ar C'hleuz Sant Jozeb L'Entente bretonne Ti kêr Redon |
Skrivagner : | Patrick Denieul |
Sonerezh : | Yann-Fañch Lugué |
Rener al luc'hskeudenniñ : | Christian Baudu |
Frammer : | Christian Baudu Yann-Fañch Lugué |
Aktourien | |
Cécilia Renaud | |
Heuliad filmoù | |
En e c'houde : | Met piv eo Belfegor? II dindan maskl Belfegor |
kemmañ ![]() |
Met piv eo Belfegor ? zo ur film berr e brezhoneg savet gant Yann-Fañch Lugué, harpet gant skolajidi ha liseidi brezhonegerien kêr Redon. Skignet eo bet evit ar wech kentañ d'an 10 a viz Even 2017 e-pad nozvezh an donezonoù aozet gant Skolaj ar C'hleuz Sant Jozeb Redon. Skrivet eo bet ar senario gant ar skrivagner foran Patrick Denieul[1] oc'h ambrougañ ar skolajidi diyezhek pempvet ha c'hwec'hvet klas.
An istorAozañ
Emma, ul liseadez el lise Sant Salver e Redon, a zo ur gazetennerez a youl-vat evit ar blog Sekred.bzh arbennikaet war an istorioù hag ar fedoù mojennel hag iskis. Un nozvezh e tap poltriji eus Belfegor, ha c'hoant dezhi d'o embann met Max, rener ar blog, a sav a-enep evit abegoù tort. Emma ne gompren ket perak ne fell ket dezhañ embann ar poltriji.
Tro-dro d'ar filmAozañ
Kinniget e vo ar film e-pad festival ar filmoù berr e Betton[2].
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Ya! kazetenn niverenn 636 (Gwener 18 a viz Eost 2017, pajenn 4, pennad "Belfegor e Brezhoneg")
- ↑ http://www.courtsenbetton.com/cat_film/2018/page/4/