Michael Bay
Michael Bay | |
![]() Michael Bay e 2006. | |
---|---|
Anv ganedigezh : | Michael Benjamin Bay |
Deiziad ganedigezh : | 17 a viz C'hwevrer 1965 |
Lec'h ganedigezh : | Los Angeles, California Stadoù-Unanet |
Broadelezh : | Stadunanat |
Micher(ioù) : | Filmaozer Produour |
Filmoù a-bouez : | Armageddon Pearl Harbor Transformers 13 Hours: The Secret Soldiers of Benghazi |
Liammoù diavaez | |
| |
kemmañ ![]() |
Michael Benjamin Bay ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1965 e Los Angeles, Kalifornia, zo ur filmaozour stadunanat brudet evit bezañ renet pe produet filmoù oberiant ker. Stil e filmoù a zo labouret mat da geñver filmañ prim, implij bras an efedoù ispisial, gant e-leizh a tarzhadennoù. Ar filmoù en deus bet produet pe renet evel Armageddon (1998), Pearl Harbor (2001) pe an heuliad filmoù the Transformers (2007–bremañ), o deus bet rastellet 78 bilion$ dre ar bed a-bezh. Perc'henn eo eus Platinum Dunes, gant Bradley Fuller hag Andrew Form.
Daoust m'eo ur filmaozour hag a rastell kalz arc'hant n'eo ket brudet mat gant ar filmvarnerien. Ar filmoù The Rock (1996) pe Transformers (2007) a voe degemeret gant burutelladennoù etre, e filmoù all, evel heuliadoù ar film Transformers, a zo bet degemeret fall ha burutellet kreñv.
Tro-speredAozañ
Brudet eo evit bezañ un den macho [1], Kate Beckinsale a oa bet aet skuizh gant e zoareoù d'ober pa voe o sevel ar film Pear Harbor e 2001.