Michel Micombero
Michel Micombero (1940 - 16 a viz Gouere 1983) a oa ur soudard hag ur politikour tutsi eus Burundi ha prezidant kentañ ar vro.
Studiañ a reas e Belgia ha distreiñ d'e vro e 1965 ma teuas da vezañ ministr kentañ d'an 11 a viz Gouere 1966. Un nebeud mizioù goude, d'an 28 a viz Du, e skarzhas ar roue Ntare V ha lakaat un termen d'ar vonarkiezh. Embann a reas ar republik hag en em lakaat da brezidant. Buan ec'h eas da diktatour, harpet gant an UPRONA, ar strollad politikel nemetañ er vro.
E 1972 ech emsavas an Hutued. Diarbennet e voent ha war-dro 150 000 Hutu a varvas e-pad al lazhadeg da heul. D'ar 1añ a viz Du 1976 e voe skarzhet Micombero e-pad un taol-Stad aozet gant Jean-Baptiste Bagaza. Mont a reas en harlu da Somalia ma varvas e 1983.