Miguel Iañ Portugal

(Adkaset eus Miguel Iañ)

Miguel Iañ, ganet e Lisboa e 1802 ha marvet en Karlsruhe en Alamagn e 1866, pe Miguel Primeiro de Portugal y Borbón, pe (en e hed) Miguel Maria do Patrocínio João Carlos Francisco de Assis Xavier de Paula Pedro de Alcântara António Rafael Gabriel Joaquim José Gonzaga Evaristo de Bragança e Bourbon, lesanvet «el Tradicionalista» , a oa roue Portugal.

Miguel Iañ, Roue Portugal


E vuhez

kemmañ

Eil mab ar roue João VI ha Carlota Spagn e oa. Dre e zeskadurezh e oa katolik ha mirour touet. Gant se e oa gwelet fall gant bourc'hizien ar vro, digor d'ar frankizouriezh. Plijout a rae d'ar bobl avat. Goude ar brezelioù ouzh Spagn ha Gall e oa an dienez o ren er vro, ma c'hortozed ur roue kreñv da saveteiñ ar rouantelezh.

En 1826 e teuas e vreur henañ Pedro da vezañ roue Portugal evel Pedro IV, pa oa Impalaer Brazil DIJA abaoe 1822. O c'hoar Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal a roas ar rouantelezh d'he merc'h Maria da Gloria, en 1826. Honnezh ne oa nemet 7 vloaz, pa voe anvet da rouanez evel Maria II, ha prometet e oa he dorn d'hec'h eontr Miguel, evit mirout ouzh tabut en tiegezh, hag anvet da roue kenseurt.

Roue e voe Miguel entre 1828 ha 1834 e-pad Brezel diabarzh Portugal.

Miguel ne oa ket da vezañ roue Portugal, met e vreur henañ, ar priñs Pedro de Braganza, a zilezas ar gurunenn da vont da embann dizalc'hted Brazil, a voe disrannet diouzh Portugal en 1822.

Repu a gavas en Aostria. Eno en devoa an titl a z-dug Bragança, hag e 1851 ec'h euredas da Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg. Ur mab ha c'hwec'h merc'h o devoe. Savet e voent en un doare katolik ha deol, ha dimeziñ a reas e verc'hed da dud ken deol all.

E vugale

kemmañ

Miguel Iañ en devoe ivez ur verc'h ha n'ouzer ket piv e oa he mamm:

Anv Deiz ma oa ganet Deiz ma oa marvet Pried(où)
Infantez Maria Assunção de Bragança 1831 1910 N/D
Infantez Maria de Jesus de Bragança 1834 N/D Dimezet e 1873, da Tomás José Fletcher de Melo Homem
  Maria das Neves de Bragança 1852 1941 Dimezet e 1871, d'an infant Alfonso Spagn, mab d'an danvez-roue Juan Bourbon.
  Miguel Januário de Bragança 1853 1927 Dimezet div wech : e 1877 d'ar briñsez Isabel von Thurn und Taxis, hag e 1893 d'ar briñsez Maria Teresa von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg.
  Maria Teresa de Bragança 1855 1944 Dimezet e 1873, d'an arc'hdug Karl Ludwig von Österreich.
  Maria José de Bragança 1857 1943 Dimezet e 1874, da Karl Teodor dug Bavaria.
  Aldegundes de Bragança 1858 1956 Dimezet e 1876, da Henrique de Bourbon-Parma, kont Bardi.
  Maria Ana de Bragança 1861 1942 Dimezet e 1893, d'an dug-meur Gwilherm IV Luksembourg.
  Maria Antónia de Bragança 1862 1959 Dimezet e 1884, d'an dug Roberto Iañ , dug Parma.