Mikhail Petrovich Kirponos (Rusianeg: Михаи́л Петро́вич Кирпоно́с ; Ukraineg: Михайло Петрович Кирпонос, Mykhailo Petrovych Kyrponos), ganet d'an 12 a viz Genver 1892 ha marvet d'an 20 a viz Gwengolo 1941, a oa ur jeneral soviedel en Arme Ruz a orin ukrainian. Enoret e oa bet gant medalenn uhelañ an Unvaniezh Soviedel, hini Haroz an Unvaniezh Soviedel evit e vestroniñ ha kalon e-penn un divizion e-pad Kampagn Finland 1939-1940. Kirponos a zo chomet brudet dreist-holl evit e roll diazez evit aozadur ha ren difennerezh an Ukraina Soviedel e-pad Emgann Brody, emgannoù Ouman ha Kiev e-pad kentañ mizioù ar bloavezh 1941, aloubadeg an Unvaniezh Soviedel gant nerzhioù lu an Ahel.

Mikhail Petrovich Kirponos.

Lazhet e voe en emgann e-pad difennerezh Kiev e-pad an Oberiadur brezel Barbarossa.

Soudard troadegiezh Alaman nepell diouzh ur c'harr hobregonet soviedel BT-5 e-pad devezhioù kentañ aloubadeg URSS gant nerzhioù an Ahel.

Yaouankiz

kemmañ
 
Kirponos e 1919.

Kirponos a oa bet ganet en ur familh gouerien paour, labouret en devoa evel koataer. Enrollet e oa bet e arme Rusia e 1915, kemeret en devoa perzh er C'hentañ Brezel-bed. E 1917 e oa emezellet el Lu Ruz, stourmet en devoa e-pad Brezel diabarzh Rusia. Goude-se e emezelas er Strollad Bolchevik e 1918.

Goude faezadenn ar Soviediz en Emgann Uman, nerzhioù Kirponos o devoa stourmet en Emgann Kyiv. Lazhet e oa bet e-kerzh an difennerezh eus kêr, hag a voe flastret garv gant nerzhioù an Ahel. Ur wech c'hoazh e oa bet gwasaet stad ar soviediz dre fazioù kadoniezh Stalin hag an ofiserien uhel all. Hiziv-an-deiz c'hoazh, Kirponos a chom gwelet evel un ofiser a zoare kement gant ukrainiz evit gant ar rusianed.

Tro-spered

kemmañ

Kirponos ne oa ket un ofiser mailh laret e vez eus outañ e oa un den emgar, diampart da vezañ e-penn bagadoù bras soudarded. Ne oa ket bet stummet ha n'en doa ket klasket en bezañ ha n'en doa ket santadur ebet. Ouzhpenn-se e oa dedennet muioc'h gant ma vefe renket mat an traoù milourel, dreist-holl ma ne vefe ket direnket ofiserien uhel Moskva[1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ