Mohammed VI Maroko
Mohammed VI (en arabeg : محمد السادس بن الحسن , Muḥamad as-Sādis bin Ḥasn ; en berbereg Maroko : ⵎⵓⵃⵎⵎⴷ ⵡⵉⵙⵙ ⵚⴹⵉⵚ ; ganet d'an 21 a viz Eost 1963 e Rabat), eo 23vet monark dinastiezh an Alaouited, hag an trede o tougen titl roue Maroko, abaoe an 23 a viz Gouere 1999.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Maroko |
Anv e yezh-vamm an den | محمد السادس بن الحسن/ Mohammed VI ibn hassan |
Anv-bihan | Mohammed |
Titl noblañs | Roue |
Deiziad ganedigezh | 21 Eos 1963 |
Lec'h ganedigezh | Rabat |
Tad | Hassan II |
Mamm | Lalla Latifa |
Breur pe c'hoar | Prince Moulay Rachid of Morocco, Princess Lalla Hasnaa of Morocco, Princess Lalla Asma of Morocco, Princess Lalla Meryem of Morocco |
Pried | Princess Lalla Salma Bennani |
Bugel | Princess Lalla Khadija of Morocco, Moulay Hassan, Crown Prince of Morocco |
Kar | Mohammed V Maroko |
Familh | 'Alawi dynasty |
Yezh vamm | arabeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg, saozneg, galleg, spagnoleg |
Micher | Roue, monark, politiker, penn brezel |
Karg | roue Maroko |
Bet war ar studi e | Skol-veur Mohammed V, University of Nice Sophia Antipolis, Collège Royal, University of Côte d'Azur |
Strollad etnek | Arabed |
Relijion | muzulman |
Kan broadel | Cherifian Anthem |
Perc'henn war | Dar al-Makhzen, SIGER, Quickly de Kreisker, Rivulus de la Vande |
Darvoud-alc'hwez | 2003 Casablanca bombing, 2011–2012 Moroccan protests, death and funeral of Hassan II of Morocco, Moroccan constitutional referendum, Hirak Rif Movement |
Roll elfennoù | Q74647784 |
D'an oad a 36 vloaz e teuas war an tron, war-lerc'h e dad Hasan II, roue ar vro etre 1961 ha 1999. D'an 21 a viz Meurzh 2002 e timezas gant Salma Bennani. Daou vugel o deus : Moulay (priñs) Hasan ganet e 2003, ha Lalla (priñsez) Khadija ganet e 2007. Torret e vije bet o eured e 2018 hervez meur a gazetenn.
Dindan e ren e oa bet adreizhet kod ar familh e 2004. Goude an Nevez-amzer arab e 2011 e voe cheñchet ar Vonreizh gantañ hag aozet ur referendum d'an 11 a viz Gouere hag a savas a-du gant an adreizh.
Diskuliet e voe e 2010 gant WikiLeaks ez eus goubrenerezh e lez ar roue, hervez telegramoù diplomatek gant diplomated stadunanat o chom er vro. Pempvet monark pinvidikañ ar bed eo hervez ar gelaouenn Forbes.