Morvil fanoliek
| |||
---|---|---|---|
Balum askellek
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Cetacea | ||
Isurzhad : | Mysticeti | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar morviled fanoliek eo ar bronneged a ya d'ober an isurzhiad Mysticeti. Emañ o ment etre 6.50 m (ar balum korr) ha 33 m (ar balum glas).
Ar fanolioù
kemmañHeverk eo ar morviled-se gant al lavnennoù kornek en o genoù (ar fanolioù) a reont ganto evit silañ an dour-mor a-benn pakañ o boued. Gant se int disheñvel diouzh morviled an isurzhiad Odontoceti a zo dent en o genoù.
Etre 130 ha 400 fanol a ya d'ober an div renkennad stag ouzh karvan krec'h ar morvil.
Kerentiadoù
kemmañ5 kerentiad zo e-touez ar morviled fanoliek :
- Janjucetidae, aet da get
- Balaenidae
- Balaenopteridae
- Eschrichtiidae
- Neobalaenidae