Nazisploitation
An nazisploitation, nazi exploitation pe nazi porn zo un doare filmoù kemmesk etre filmoù istorel, filkmoù spont ha filmoù erotek, ma weler nazied o jahinañ tud en un doare kriz, revel alies, e kampoù-bac'h, toulloù-bac'h pe c'hoazh fouzhlec'hioù. Istorioù damheñvel a gaver e darn eus ar filmoù-se : merc'hed bac'het, raloc'h a wezh reoù o labourat e fouzhlec'hioù nazi, a vez jahinet ha mac'hagnet pe lazhet en un doare gwadus (gore e saozneg).
Ar film brudetañ en doare-se a voe savet e Kanada : Ilsa, She Wolf of the SS a oa bet embannet e 1975[1]. Gwerzhet mat e voe betek dont da vezañ un heuliad filmoù. Ur wech gwelet e oa bet rastellet kalz arc'hant gant Ilsa evit ur priz sevel marc'had-mat e voe adkemeret an doare filmoù-se, en Italia dreist-holl. Daoust ma chome an heuliad filmoù Ilsa unan a zegase arc'hant, an degadoù all bet savet war ar patrom-se a voe c'hwitadennoù arc'hantel. Betek kreiz ar bloavezhioù 1980 e voe produet an doare filmoù-se a-raok mont da get.
Doare
kemmañAr filmoù nazisploitation zo reoù gant aktourien dianav, hag ur voujedenn vihan. Klasket e vez bamañ an arvesterien gant merc'hed noazh, feulster gwadus hag aergelc'h an Eil Brezel-bed e-kostez an nazied SS. Tabut bras ao bet tro-dro d'ar filmoù-se, o klask daoust ha ne oant ket "bruderezh" evit an trede Reich.
Dyanne Thorne zo chomet brudet-mat evit bezañ an aktourez diazez en doare filmoù-se.
Reoù erotek peurliesañ e vez ar filmoù doare nazisploitation. Un nebeud filmoù pornografek zo bet savet war ar memes patrom met n'int ket lakaet en is-rann sinema-se.
Lennegezh israelat
kemmañUn is-rann lennegel a vez liammet ouzh an nazisploitation. En Israel nemetken, er bloavezhioù 1960, ar Stalag fiction a oa levrioù-godell gwerzhet a-leizh. E-pad an nazi Adolf Eichmann e 1961 e oa kroget da ziwan. Kantadoù a viliadoù a levrioù eus al lennegezh-se a oa bet gwerzhet. Diazezet e oa darn anezho war batrom House of Dolls gant Ka-tzetnik 135633. Kontañ a ra istor ur plac'hig yuzev rediet da labourat evel gast er Joy Division (Bloc'h 24) kamp Auschwitz.
Listenn filmoù
kemmañNaziploitation diazez
kemmañ- 1969 : Love Camp 7
- 1974 : Ilsa, la louve des SS, sevener Don Edmonds, gant Dyanne Thorne
- 1974 : Portier de nuit
- 1975 : Black Gestapo
- 1976 : Salò ou les 120 Journées de Sodome, gant Pier Paolo Pasolini
- 1976 : Des filles pour le bourreau
- 1976 : Salon Kitty (Madame Kitty), gant Tinto Brass
- 1976 : Horreurs nazies
- 1977 : Holocauste nazi (Armes secrètes du IIIe Reich)
- 1977 : Elsa : Fraulein SS
- 1977 : Train spécial pour Hitler
- 1977 : Hôtel du plaisir pour SS
- 1977 : La bestia in calore
- 1977 : La svastica nel ventre
- 1977 : KZ9 lager di sterminio
- 1978 : Le deportate della sezione speciale SS
- 1978 : Le lunghe notti della Gestapo (Les Nuits rouges de la Gestapo)
Nazisploitation pornografek
kemmañ- 1973 : Hitler's Harlot, gant Hy Del
- 1974 : ', Hot Nazis gant Michael Bloomfield & Friends (film berr)[2]
- 1978 : Bordel SS, gant José Bénazéraf
- 1980 : Nazi Love Island (Prisoner of Paradise), gant Bob Chinn ha Gail Palmer[3]
- 1982 : Stalag 69, gant Selrahc Detrevrep
- 1995 : Le bambole del führer, gant Joe D'Amato
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ IMDb
- ↑ (en) Mike Bloomfield
- ↑ (en) Kerner, Aaron : Film and the Holocaust: New Perspectives on Dramas, Documentaries, and Experimental Films, CIPG, 2011 (ISBN 1-4411-2418-7)