Nest ferch Cadell

(Adkaset eus Nest verc'h Cadell)

Nest ferch Cadell, a oa ur briñsez eus Kembre, e dibenn an VIIIvet kantved. Merc'h e oa da Gadell, roue Powys. Dimeziñ a reas da Verfyn Frych, roue Gwynedd, ha mamm e oa da Rhodri Mawr, a voe roue Gwynedd ha Powys war un dro.

Pa varvas he breur, ar roue Cyngen ap Cadell e 855, e voe roet ar galloud e Powys d'he mab Rhodri, a oa roue Gwynedd abaoe marv e dad e 844, hag evel-se e voe unanet an div rouantelezh.

N'ouzer ket perak ez eas Powys gant he mab, e-lec'h mont gant ur mab d'he breur Cyngen: Elisedd ap Cyngen, Ieuaf ap Cyngen, Aeddan ap Cyngen, ha Gruffudd ap Cyngen.

Skridoù al lezennoù kembraek a zo deuet betek ennomp ne voent ket skrivet a-raok an XIIvet kantved, met ne ziskouezont ket e c'halle ar maouezed tremen an titl a aotrou pe roue. Ouzhpenn-se, goude ma'z eo meneget en un dornskrid eus Jesus College Oxford[1] e oa Nest an hini a oa mamm da Rhodri Mawr, ez eus un dornskrid arall eus ar XIVvet kantved[2] e Levraoueg Vroadel Kembre a lavar ez eo Essyllt ferch Cynan. N'eus abeg a-walc'h da vont a-du gant an eil dornskrid pe egile, met gallout a reer soñjal e kave gwelloc'h Tiegezh Gwynedd embann e oa aet Rouantelezh Powys gant Rhodri Mawr dre e vamm evit reiñ un abeg reizh d'o aotrouniezh[3]. N'eus forzh penaos e voe roet kred d'an doare ofisiel diwar-benn unvanidigezh an div rouantelezh.

Notennoù

kemmañ
  1. Jesus College Oxford, Manuscript 20
  2. National Library of Wales, Mostyn Manuscript 117: Bonedd y Arwyr genealogies.
  3. Kari Maund, The Welsh Kings: The Medieval Rulers of Wales, Tempus, 2000.