An newspeak ("nevezyezh") eo yezh Oceania er romant saoznek Nineteen Eighty-Four (1984), gant George Orwell e 1949. Honnezh zo ur yezh hag a zo ur benveg krouet gant ar Stad hollveliourez e-sell da lakaat harz d'ar frankiz da soñjal, ha d'ar meizadoù a c'hallfe mont a-enep ar galloud, evel ar frankiz, ar peoc'h. Kement doare-soñjal disheñvel zo lakaet da dorfed-soñjal (thoughtcrime) pa'z int kontrol da ideologiezh an Ingsoc, pe Sokialouriezh Saoz ; ur benveg eo an newspeak etre daouarn Big Brother ("Breur Bras") hag ar Strollad, a zo e penn ar vro.

G. Orwell, tad an newspeak

Displeget eo petra eo an newspeak er rann The Principles of Newspeak ("Pennahelioù Nevezyezh"), ur goudeskrid d'ar romant Nineteen Eighty-Four. En un doare yezhel e tenn an newspeak d'ar saozneg e-keñver yezhadur, nemet koazhañ dizehan a ra niver ar gerioù da leuskel o lec'h da c'herioù eeunik. Ar pal, war hir dermen, eo lakaat izili ar Strollad d'ober gant an newspeak a-benn 2050... Ar gerioù Newspeak — Ingsoc (Nevezyezh – English Socialism) ha Minitrue (Ministry of Truth, ministrerezh ar Wirionez) — zo bet awenet gant giz ar berradurioù en Unvaniezh Soviedel, evel er gerioù politburo (Politburo of the Central Committee of the Communist Party of the Soviet Union), Comintern (Communist International), kolkhoz (collective farm), ha Komsomol (Kevre ar Gounourieon yaouank).

Yezhoù all

kemmañ
  • (ca) novaparla
  • (de) Neusprech
  • (es) neolengua, nuevahabla
  • (fr) novlangue, hervez troidigezh Amélie Audiberti
  • (pt) novilíngua, novafala

Levrlennadur

kemmañ