Nicolaus von Below

Nicolaus von Below (20 a viz Gwengolo 1907 e Jargelin[1] - 24 a viz Gouere 1983 e Detmold) a oa ur brientin ofiser el Luftwaffe a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed.

N. von Below (1941)

E vuhezAozañ

Nicolaus von Below (an eil hini a-zehou) gant Hitler e 1940
Nicolaus von Below (a-gleiz) gant Hitler, Hermann Göring ha Hanna Reitsch e 1941

Adjudant el Luftwaffe e voe Below eus 1937 betek 1945. Daoust ma n'en doa ket fiziañs Hitler er vrientinien e tizhas Below ar grad a goronal.

Etre Nedeleg 1944 hag ar 1añ a viz Genver 1945 e lavaras Hitler da von below e soñje dezhañ e oa kollet ar brezel. Met Hitler, hag a soñje bepred en irienn an 20 a viz Gouhere a lakaas an dra-se war choug ar re o doa prientet ar gwalldaol. Hag e lavaras da von below "Biken n'en em zaskorimp, marteze e vimp diskaret, met ur bed en e bezh a vo diskaret ganeomp." [2]

D'an 12 a viz Ebrel 1945 e voe pedet von Below da arvestiñ ouzh abadenn ziwezhañ laz-seniñ Berlin gant Albert Speer.Goude-se e skrivas: "Ar sonadeg a adkasas ac'hanomp d'ur bed all." [3]

D'an 29 a viz Ebrel e voe von Below unan eus an dud pedet da arvestiñ ouzh Hitler o skrivañ e destamant diwezhañ, met ne sinas ket an diell, hag e kuitaas Berlin d'an 30 a viz Ebrel 1945.

Goude ar brezelAozañ

Goude ar brezel e skrivas Below ul levr eñvorennoù diwar-benn an Eil Brezel-bed anvet Als Hitlers Adjutant 1937-45 (2001).

Er sinemaAozañ

  • Richard Pescud eo an aktor a c'hoari perzh von Below er film breizhveuriat Hitler: The Last Ten Days (1973).
  • Julian Fox eo an aktor a c'hoari perzh von Below er film skinwel breizhveuriat The Death of Adolf Hitler (1973).
  • Julian Fellowes eo an aktor a c'hoari perzh von Below er film amerikan The Bunker (1981).

NotennoùAozañ

  1. (pl) E vuhez (e poloneg)
  2. (en) Beevor, Antony : Berlin: The Downfall 1945, Penguin Books, 2007, p. 8 (ISBN 978-0-14-103239-9)
  3. Op. cit. p. 188-189