Nikolay Mic'hailovitch Karamzin (Николай Михайлович Карамзин e rusianeg), ganet d’an 12 a viz Kerzu 1766 e proviñs Simbirsk ha marvet d’an 3 a viz Mezheven 1826 e Sant-Petersbourg, a oa ur skrivagner, barzh, troer hag istorour eus Rusia. E oberenn anavezetañ eo "Istor ar Stad Rusian", e daouzek levrenn.

Poltred Nikolay Karamzin gant Aleksey Venezianov.

Ofiser en arme an tsar e oa e dad ha Tatared eus Krimea e oa e hendadoù. Kaset e voe Nikolay d’ober e studi da Voskov, gant ur c’helenner alamanek eus Suis. Goude ez eas da Sant-Petersbourg. Eno en em lakaas da dreiñ e rusianeg oberennoù gant skrivagnerien estren. Goude distreiñ da Simbirsk ez eas da Voskov en-dro.

Goude ober e goñje e Sant-Petersbourg en em lakaas da veajiñ dre Europa, e 1789-1790. Tremen a reas dre Alamagn, Bro-C'hall, Suis ha Bro-Saoz. Pa zistroas da Rusia e skrivas e "Lizheroù ur Beajour Rusian", embannet en ur gazetenn da gentañ hag e stumm ul levr goude. El levr-se e konte en doa graet anaoudegezh gant Immanuel Kant e Königsberg hag en doa gwelet an Dispac'h Gall e Pariz. Plijout a reas e oberenn d’an dud hag un tamm mat a vrud a c’hounezas. D’ar mare-se ivez e troe skridoù diwar ar galleg, ur yezh hag en doa desket ez-yaouank hag a oa ledet a-walc’h e-touez noblañsoù Rusia en amzer-hont. E-pad ar bloavezhioù 1790 e embannas oberennoù all ivez, troidigezhioù pe skridoù savet gantañ evel "Aglaia", ma oa, e-touez traoù all, ur gontadenn diwar-benn an haroz Ilya Muromets.

Anvet e voe Nikolay Karamzin da istorour ofisiel Impalaeriezh Rusia gant an tsar Aleksandr I, d’an 31 a viz Here 1803. E 1816 e voe embannet an eizh levrenn gentañ eus e labour. Dindan ur miz e voe gwerzhet an tri mil skouerenn. Goude e voe embannet teir levrenn all hag an daouzekvet levrenn ne zeuas er-maez nemet goude e varv, e 1826. En oberenn veur-se e konte istor Rusia abaoe an deroù betek penn-kentañ ar XVIIvet kantved.

Dispredet eo an “Istor ar Stad Rusian”-se bremañ, met kendelc’her a reer da lenn meur a hini all eus oberennoù Karamzin hiziv. Ouzhpenn e skridoù komz-plaen ha barzhoniezh, e savas troidigezhioù diwar meur a yezh. Unan eus e droidigezhioù anavezetañ eo Shakuntala, tennet eus al lennegezh sañskritek klasel ha savet gant Kālidāsa.

Bolz en enor da Garamzin e kêr Oulyanovsk (Simbirsk)

Evel ezel eus akademiezh Sant-Petersbourg, adalek 1818, Karamzin a reas kalz evit degas kemmoù d’ar rusianeg ha pellaat diouzh an henslaveg. Gantañ e teuas nevezc’herioù war-wel, gerioù hag a zo tremenet er yezh pemdeziek abaoe. Gantañ ivez e voe ledet an implij eus al lizherenn "ë" hag a oad krog da implijout e rusianeg e dibenn an XVIIIvet kantved evit ar soniad [jo].

Div wech e voe dimezet Nikolay Karamzin : ar wech kentañ gant Protasova Elizaveta Ivanovna (marvet e 1802) hag an eil gwech gant Kolivanova Katerina Andreevna (1780-1851). Ur verc’h en doe gant e wreg kentañ ha pemp bugel gant e eil gwreg.

Gwall boaniet e voe Karamzin gant marv an tsar Aleksandr I e 1825. Darempred o doa bet e-pad ouzhpenn 20 vloaz hag e-pad pell e oa bet Karamzin o lojañ e palez an tsar. Mervel a reas Nikolay Karamzin d’an 3 a viz Mezheven 1826, gant un danijenn skevent en doa paket un nebeud mizioù a-raok e Sant-Petersbourg. Beziet e voe e Sant-Petersbourg, e Manati Aleksandr Nevskiy.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.