Nivernais
Nivernais pe Nivernez e brezhoneg (distaget [nivɛʁnɛ] e galleg) a zo ur proviñs eus Bro-C'hall, en-dro da gêr Nevers. Al lodenn vrasañ eus an Nivernais a zo bremañ e departamant an Nièvre.
Proviñsoù amezekAozañ
- Orléanais pe Orleanez,
- Bourbonnais pe Bourbonez,
- Berry,
- Bourgogne;
Kêrioù brasañ: Nevers, Pouilly, Clamecy, Vézelay, Château-Chinon, Decize, Donzy, La Charité-sur-Loire.
Roet e oa bet an douaroù -se gant an impalaer Loeiz an Deol d'e vab Pepin, roue Akitania. Ur gontelezh e voe adalek an IXvet kantved.
Eus ar proviñsoù d'an departamantoùAozañ
Klotañ a ra mat a-walc'h tachenn departamant an Nièvre gant hini Nivernez, met kumunioù 'zo en norzh a zo stag bremañ ouzh ar Yonne, hag reoù 'zo er mervent ouzh ar Cher, hag unan ouzh an Allier.