Orléanais
An Orléanais (distaget: [ɔʁleanɛ]) a zo ur proviñs eus kreiz Bro-C'hall en-dro da gêrioù Orleañs, Chartrez ha Bleaz. Talvezout a ra an anv kement ha "Bro-Orleañs", ha klotañ a rae gant eskopti kozh Orleañs.
Eus ar proviñs d'an departamantoùAozañ
Er bloaz 1790 eo bet freuzet ar proviñs gant Reveulzi Frañs, dispennet ha rannet etre departamantoù al Loiret hag al Loir-et-Cher da gentañ penn, hag ivez un tamm brazik en Eure-et-Loir, ha darnoù er Yonne, an Yvelines, an Essonne, ar Seine-et-Marne, ar Cher, an Indre-et-Loire hag ar Sarthe. Ul lodenn vat a zo er rannvro Kreiz a-vremañ, met lodennoù a zo e Broioù-al-Liger, e rannvro Bourgogn, rannvro Enez-Frañs.
Dugelezh OrleañsAozañ
Krouet e voe an dugelezh e 1344 gant ar roue gall Fulup VI evit e eil mab Philippe. Diwar neuze e veze roet da eil mab ar roue, a veze anvet Philippe alies.