Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel
Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran.
Diwar-benn ur viruz eo ar pennad-mañ. Gwelit COVID-19 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar c'hleñved, Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 m'emaoc'h o klask deskrivadur bedreuziad ar C'hCOVID-19.

An Novel coronavirus 2019 (anvet da gentañ 2019-nCoV), lesanvet Kurunviruz Wuhan, zo ur viruz hag a zegas ur c'hleñved a gurunviruz : ar COVID-19. Degas a ra kudennoù bras er benvegad analañ. Abeg kleñved-red Wuhan eo e 2019–20, hag ar bedreuziad kurunviruz a heul anezhañ e 2020.

An Novel coronavirus (2019-nCoV)
Dielfennadenn 3-ment Coronavirus ar Wuhan

Darn eus an dud klañv zo bet liammet gant ur marc'had an anevaled, ar viruz a vefe deuet eus loened. Keñveriet eo bet spis ar c'hurunviruz-se gant kleñvedoù all ha tostik-tost eo ouzh ar SARS-CoV (79.5%) ha Kurunviruz al logod-dall (96%). Dre ar studiadennoù-se e c'heller soñjal e vefe liammet neuze ar c'hurunviruz eus Wuhan ouzh al logod-dall.

Penaos e treant ar c'horf

kemmañ

Poreañ a ra ar viruz ar c'helligoù en ur mont tre dre un endokitoz.

 
Displegadenn ar c'hudennoù degaset gant ar c'hCOVID-19.

Pennadoù kar

kemmañ