Nukleozom
Un nukleozom zo unanenn kromatin an eukarioted. Servijout a ra da fetisaat ar genom er gellig.
Stumm
kemmañProteinoù (an histonoù) ha TDN a ya d'ober un nukleozom. Urzhiet e vez an nukleozomoù kenetrezo evit ober ar c'hromozomoù.
Kalonenn an nukleozom zo graet gant 8 protein histon (2 skouerenn H2A, H2B, H3 ha H4). Tro-dro d'ar galonenn-mañ e rodell un neudenn TDN. An histon H1 a servij da liammañ an nukleozomoù hag an TDN.