Official Irish Republican Army

strollad damsoudardel republikan iwerzhonat

Al Lu Republikan Iwerzhonat Ofisiel (saozneg: Official Irish Republican Army pe Official IRA OIRA; iwerzhoneg: Óglaigh na hÉireann) a oa ur strollad damsoudardel republikan iwerzhonat mennet gant disrannañ Norzhiwerzhon diouzh ar Rouantelezh-Unanet ha krouiñ ur "Republik labourerien" gant enezenn Iwerzhon a-bezh. Deuet eo war-wel e miz Kerzu 1969, nebeut amzer goude ma vije kroget mare bec'h the Troubles, pa oa bet an Irish Republican Army (IRA) oc'h en em rannañ e div lodenn. Al lodenn all a oa anvet ar Provisional IRA. Pep hini eus an daou strollad a oa kendalc'het d'en em eñvel "an IRA" o nac'hañ e oa ar strollad all unan reizh.

Lu Republikan Iwerzhonat Ofisiel
aozadur damsoudardel
Deiziad krouiñKerzu 1969 Kemmañ
BrezelNa Trioblóidí Kemmañ
StadIwerzhon Kemmañ
Ideologiezh politikelMarksouriezh, Irish republicanism, United Ireland, anti-imperialism Kemmañ
Sez sokialDulenn Kemmañ
Deiziad divodañMae 1972 Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/oorgan.htm Kemmañ

Kontrol d'ar re "da c'hortoz/Provisionals", ar re "Ofisiel/Officials" ne grede ket dezho e vije eus un adunvaniñ eus Iwerzhon hep ma vije peoc'hus an darempredoù etre ar rbasañ niver protestanted anezho hag ar bihan niver katoliked en Norzhiwerzhon. Ar re Ofisiel a oa Marksourien-leninourien hag a laboure evit sevel un talbenn unvan gant ar strolaldoù komunour iwerzhonat all, anvet Talbenn Dieubidigezh Broadel Iwerzhon (saozneg: Irish National Liberation Front pe NLF). Ar re ofisiel a oa lesanvet NLF gant ar re Da c'hortoz ha "stickies/ pegus" gant broadelourien Belfast (marteze evit ober dave eus izili an aozadur a bege Easter lilies war o unwiskoù), ha raloc'h e oa graet eus outo "IRA Ruz".

Oberiant eo bet en ur c'hampagn feulster a-enep ar Lu Saoz, dreist-holl dre tennadennoù pe tarzhadennoù war unvezioù soudarded e karterioù rummadoù sokial labourerien izel kêr. Brudet eo bet evit bezañ kemeret perzh en Emgann Falls Curfew ha bombezadenn Aldershot e 1972. E Mae 1972, en doa embannet un arsav feulster ha disklêriet e felle d'ar strollad chom gant obererezhioù feuls na vije nemet evit en em zifenn pe reoù digoll. D'an amzer-se ar Provisional IRAa oa deuet da vezañ ar strollad brasañ ha galloudusañ e-touezh an holl kevrennoù. Goude an arsav-brezel, an OIRA a oa kroget da vezañ anvet "Strollad B" el luskad ofisiel. Trapet e oa bet gant feulsterioù doare vendetta gant an Ira da C'hortoz hag an Arme Dieubidigezh Vroadel Iwerzhonat pe (INLA). An OIRA a oa tarzhet e meur a strollad bihanoc'h e 1974. Goude-se eo bet o kemer perzh en torfedouriezh hag evezhier.

An IRA Ofisiel a zo bet liammet a-fed politikerezh gant ar strollad Sinn Féin, adanvet goude-se Sinn Féin The Workers Party ha goude-se Strollad al Labourerien.