Olimpia Fulvia Morata
Olimpia Fulvia Morata, ganet e 1526 e kêr Ferrara, en Italia, ha marvet d'ar 26 a viz Here 1555, a oa ur vaouez a zeskamant, kelennerez ha skrivagnerez italian er XVIvet kantved.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Fulvio Pellegrino Morato – ha hi graet Morata anezhi – ha da Lucrezia Gozzi. Skoliet e voe gant he zad, ul lenneg kelenner yezhadur da briñsed yaouank an Tiegezh Este, a oa e darempred gant desketañ tud Italia. Dizemglev a savas etre he zad hag an dug Alfonso Iañ d'Este e 1532, ma'z eas Fulvio Morato hag e diegezh da Vicenza da chom ha ma kelennas da yaouankizoù a ouenn uhel, evel Alessandro Trissino ha Giulio Thiene, ma tarempredas lenneion evel Celio Secondo Curione ha Celio Calcagnini ha ma kreder e savas ur gellig kalvinegourion.
Ferrara
kemmañPa zegouezhas Ercole II d'Este da zug e tistroas da Ferrara e 1539 da vezañ kelennerez Alfonso hag Alfonsino, besterd an dug nevez varvet, tra ma voe degemeret e verc'h Olympia gant pried an dug, Renata, dugez Ferrara, dezhi da genderc'hel gant he studi a-gevret gant Anna, merc'h an duged, ganet e 1531, ha pemp bloaz yaouankoc'h egeti. Renet e vezent en o studi gant tad Olympia evel-just, hag ivez gant al lenneien alaman Kilian Senf, lesanvet Sinapius, ha Johannes Senf, medisin Renata ha breur da g-Kilian.
Gant spered digor ha brokus an dugez Renata e c'halle holl yaouankizoù al lez kavout levrioù, adal ar Bibl italianek Antonio Brucioli betek oberennoù Homeros e gregach ha latin, adal Salterio Martin Butzer betek oberennoù Herodotos, Aristoteles, Cicero hag Ovidius. Da zaouzek vloaz e ouie Olimpia kaozeal e gregach koulz hag e latin ha brudet e oa he gouiziegezh ha meulet he c'harantez ouzh ar sevenadur klasel. Troet e oa gant ar brotestantiezh, levezonet ma oa gant he zad, ha gant doug an dugez d'ar galvinegezh.
Un toullad tud brudet e metoù al lizhiri ha douget d'ar brotestantiezh evel Jean Calvin, ar varzhez Vittoria Colonna hag ar barzh gall Clément Marot a deue da welout an dugez. Pa oa krennardez e prezegas Olympia diwar-benn oberoù Cicero ha Calvin[1].
Johannes Senf a oa e darempred gant Erasmus hag e ziskibien eus kelc'h Bologna, Fileno Lunardi ha Giovanni Angelo Odoni, gant Martin Butzer ha gant Jean Calvin, a oa deuet e 1536 incognito da lez Ferrara, ha Senf a c'houlennas digantañ goulenn evitañ dorn Françoise de Boussiron, dimezell gant Renata ha mignonez d'ar Reformour[2].
Met al lenneg a voe e darempred gant Olimpia dreist-holl eo Curione, an hini en devoa bountet he zad da studiañ ar Skriturioù ha, goude an dec'hadenn eus Ferrara e miz Eost 1542, en devoa kaset dezhañ, e 1544, e oberenn Pasquillus extaticus,[3] ur flemmskrid eus liderezh ar relijion katolik. Kuit da Alamagn ez eas Sinapius e 1545, ma chomas Olimpia hep kelenner eno.
En 1546, ha hi 20 vloaz, e kuitaas al lez d'ober war-dro he zad, ha goude e varv, war-dro he breudeur ha c'hoarezed. Tad Olimpia a oa troet ouzh ar brotestantiezh a-raok mervel, ha mont a reas Olimpia a-du gant kelennadurezhioù Luther ha Calvin. Distreiñ a reas d'al lez, met dimeziñ a reas he mignonez Anna d'Este d'ar priñs gall Frañsez Guise, ma en em gavas digenvesoc'h eget biskoazh. Tremen a rae hec'h amzer o studiañ prederouriezh hag o kenskrivañ gant Gasparo Sardi, a zedias dezhi e oberenn De Triplici Philosophia[1].
Alamagn
kemmañWar-dro dibenn 1550 e timezas d'ur studier alaman yaouank war ar medisinerezh hag ar brederouriezh, Andreas Grundler, hag a oa eus Schweinfurt, en Bavaria.
En 1554 ec'h eas gantañ d'e vro c'henidik, ma oa bet anvet da vedisin gant ar soudarded spagnol eno. E 1553 e tegouezhas ar margrav Albrecht von Brandenburg gant e arme da breizhata hag e kemeras Schweinfurt, ma teuas un arme brotestant da lakaat seziz warnañ. A-benn ar fin ec'h eas Albert hag e soudarded kuit, ma c'hallas Olympia hag he fried tec'hel ac'haleno.
Degouezhout a rejont e Heidelberg en 1554, ma oa bet kinniget ur garg kelenner medisinerezh d'he fried, dre levezon an tiegezh Erbach en doa roet bod ha skoazell dezho e-pad o zec'hadenn. Eno e varvas Olympia e 1555, da 29 bloaz.
Tri bloaz goude he marv, e 1558, e voe embannet en Basel un dastumad eus he lizhiri e gregach hag he divizoù e latin[4].
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Robin, Larsen and Levin. {{{title}}}. 269 p.
- ↑ Simon Grynaeus an hini a zalc'ho war Boussiron evit Senf: cfr. J. L. Flood, D. J. Shaw, cit., p. 181. E 1538 e voe lidet o eured.
- ↑ Pasquillus extaticus, una cum aliis etiam aliquot sanctis pariter et lepidis Dialogis, quibus praecipue religionis nostrae capita elegantissime explicantur, hep meneg eus lec'h na bloavezh (1544).
- ↑ Robin, Larsen and Levin. {{{title}}}. 215 p.
Hec'h oberennoù
kemmañ- Olympiae Fulviae Moratae Foeminaw doctissimae ac plane divinae Opera omnia quae hactenus invenire potuerunt; cum erudotorum testimoniis et laudibus. Hippolitae Taurellae Elegia elegantissima. Quibus Coelii S. C. selectae Epistolae ac orationes accesserunt, Basilae, apud Petrum Pernam MDLXX
- Lettere, en «Opuscoli e lettere di riformatori italiani del Cinquecento», Bari, 1927
- Epistolario (1540-1555)
- Opere, a cura di Lanfranco Caretti: vol. I, Epistolae; vol. II, Orationes, Dialogi et Carmina, Ferrara, Deputazione Provinciale Ferrarese di Storia Patria, 1954.
Levrlennadur
kemmañ- (2007) Encyclopedia of women in the Renaissance: Italy, France, and England. ABC-CLIO, Inc.
- The Complete Writings of an Italian Heretic