Omaha Beach
Omaha Beach a voe anv kod unan eus 5 traezhenn Dilestradeg ar 6 a viz Even 1944. Eno e tilestras soudarded Stadoù Unanet Amerika an 29th Infantry Division hag ar 1st Infantry Division en holl 34 250. E-tal e oa an 352. Volksgrenadier Division hag ar 716. Infanterie-Division, en holl 2 000 soudard. Omaha Beach a zo lec'hiet e kumunioù Colleville-sur-Mer, Saint-Laurent-sur-Mer, Sainte-Honorine-des-Pertes ha Vierville-sur-Mer e departamant Calvados e Bro-C'hall. Lesanvet eo bet "Bloody Omaha" dre an niver uhel a soudarded a voe lazhet e-touezh ar Gevredidi o tilestrañ.
Omaha Beach | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Dilestradeg Normandi Eil brezel-bed | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Stadoù-Unanet | Alamagn (Trede Reich) | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Stadoù-Unanet Omar Bradley Norman Cota Clarence R. Huebner | Dietrich Kraiss | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Stadoù-Unanet troadeion: 34 250 2 lestr-hobregonek 3 moreder 12 lestr-distruj 105 bag arall | troadeion: tro 2000 | ||||||
Kolloù | |||||||
3 000 (1000 lazhet ha 2000 gloazet pe steuziet) | 1 200 (500 marvet, 500 gloazet ha 500 steuziet, sifr dianav evit ar 716. Infanterie-Division) |
Disorc'h
kemmañEn desped d'un difenn kreñv ha da kolloù uhel ar Gevredidi e voe beuzet an Alamanted ha gant an niver ha gant an diforc'h dafariñ milourel. Ar c'hirri-nij met dreist-holl kanolierezhioù ar morlu a flastras an Alamanted e-pad ma dage an troadegiezh. Ar c'holloù a oa bet ken uhel e Omaha Beach gant ar re Gevredet ma voe soñjet nullañ an Dilestradeg a-bezh.
Ar c'holloù
kemmañAr c'holloù a voe ar re uhelañ e-touezh an nerzhioù kevredet, 1000 marvet ha 2000 gloazet pe steuziet. Evit an Alamanted e vank sifroù da geñver ar 716. Infanterie-Division met kolloù uhel ha 200 marvet, 500 gloazet ha 500 steuziet evit ar 352. Volksgrenadier Division.
Liammoù diabarzh
kemmañTachennoù dilestrañ all
kemmañKumunioù tachenn Omaha Beach
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Omaha Beach Memorial
- 29th Infantry Division Historical Society
- Omaha Beachhead Danevell Ofisiel an Arme
- American D-Day: Omaha Beach, Utah Beach & Pointe du Hoc
- 352nd Infantrie Division History
- D-Day : renabl : Omaha Beach
- Skeudennoù eus Omaha Beach hag ar vered amerikan, ha testennoù gant Ernie Pyle hag ar prezidant Bill Clinton
- Lec'hienn ha daveoù diwar-benn dilestradeg an D-Day en Omaha Beach er yezhoù-mañ IT/EN/FR/DE languages
- IX Engineer Command
- pennad diwar-benn Omaha Beach e 'Battlefields Europe'