Otto Mueller
Otto Mueller (16 a viz Here 1874 e Liebau - 24 a viz Gwengolo 1930 e Breslau) a oa ul livour hag un engraver alaman ezel eus Die Brücke.
Buhez hag oberenn
kemmañEtre 1890 ha 1892 e teskas ar maendreserezh e Görlitz hag e Breslau. Etre 1894 ha 1896 e studias en Akademiezh arzoù-kaer Dresden, hag e kendalc'has e München e 1898. Kuitaat a reas Akademiezh München pa lavaras Franz von Stuck dezhañ e oa divarrek. E oberennoù kentañ a voe levezonet gant an drivliadelouriezh, ar Jugendstil hag an arouezouriezh. E 1908 en em stalias e Berlin hag e tostaas ouzh an eztaolouriezh. D'ar mare-se ivez e tarempredas Wilhelm Lehmbruck, Rainer-Maria Rilke hag Erich Heckel. E 1910 ez eas er strollad Die Brücke, ma chomas betek ma vije divodet e 1913. Er memes koulz e tarempredas ivez izili Der Blaue Reiter. E-pad ar Brezel-bed kentañ e vrezelias e Frañs hag e Rusia, ha goude ar brezel e kelennas en Akademie der Bildenden Kunste (akademiezh arzoù) e Breslau, ma chomas betek e varv e 1930. E-touez ar re a zeskas gantañ e voe Johnny Friedlaender hag Isidor Ascheim. En holl e savas 172 engravadur: war goad, war baper pe maendresadennoù. E 1937 e voe dilamet 357 oberenn savet gantañ diouzh mirdioù Alamagn gant an Nazied, hag a renke anezhañ e rummad an arz disteraet. Tem pennañ e oberennoù eo al liamm etre mab-den hag an natur. Eeun eo e daolennoù a-fet stummoù, trolinennoù ha livioù. Brudet eo al livadurioù ma tiskouez tud en o noazh pe merc'hed rom.
Oberennoù Mueller er mirdioù
kemmañ- Brücke Museum, Berlin
- Buchheim Museum, Bernried
- Fine Arts Museums San Francisco
- MoMA, New York
- National Gallery of Art, Washington D.C.
Liammoù diavaez
kemmañ- Buhez hag oberennoù, diskouezva Ludorff, Düsseldorf
- Oberennoù Otto Mueller