Arz disteraet
Arz disteraet (alamaneg : entartete Kunst) a oa un dro-lavar ijinet gant an Nazied da envel an holl arzoù modern. Difennet e voe an doare arz-mañ ganto peogwir e kave dezho e oa enebalaman pe re yuzev ha bolchevik. Kastizet e voe neuze an arzourien a save oberennoù lakaat da zister : berzet e voe outo kelenn, diskouez o oberennoù pe sevel oberennoù zoken.
Arz disteraet a voe ivez anv un diskouezadeg aozet gant an Nazied e München e 1937, ma voe diskouezet oberennoù modern en dizurzh, gant panelloù ma veze burutelaet ha goapaet an arz. Pal an diskouezadeg oa lakaat an arvesterien da sevel a-enep d'ar vodernelezh. Aozet e voe an diskouezadeg e meur a gêr en Alamagn hag en Aostria. Endra ma veze difennet groñs an arzoù modern gant an Nazied e klaskent harpañ ha broudañ an arzoù hengounel ma veze uhelaet glanded ar ouenn, ar soudardegezh hag ar sentidigezh. Ar sonerezh jazz hag ar filmoù a veze kontrollet ivez.
An diskouezadeg Entartete Kunst
kemmañD'an 30 a viz Even 1937 e c'houlennas Joseph Goebbels gant Adolf Ziegler, hag eñ e penn Reichskammer der Bildenden Künste (Kambr arzoù ar gweled ar Reich), bezañ e penn ur bodad-labour c'hwec'h den ennañ, karget da zastum kement oberenn vodern, disteraet pe dispac'hus en holl virdioù ha dastumadoù arzoù a oa er Reich. Da c'houde e yafent da ziskouez an dastuadoù oberennoù arallekaet-se d'an dud, evit o lakaat da heugiñ ouzh "ar spered gwallsiek yuzev", a oa en em sile er sevenadur alaman[1].
Ouzhpenn 5000 oberenn a voe dastumet, en o zouez : 1052 gant Nolde, 759 gant Heckel, 639 gant Ernst Ludwig Kirchner ha 508 gant Max Beckmann, hag ivez re all gant Alexander Archipenko, Marc Chagall, James Ensor, Henri Matisse, Pablo Picasso ha Vincent van Gogh[2]. Kinniget e voe en diskouezadeg 650 livadur, delwenn, engravadur ha levrioù bet tapet e dastumadoù 33 mirdi alaman. Digoret e voe an diskouezadeg e München d'an 19 a viz Gouere 1937, digor e chomas betek an 30 a viz Du. Kinniget e voe goude-se en unnek kêr eus Alamagn hag en Aostria. Er sal gentañ e kaved oberennoù ma veze graet goap diouzh ar relijion, en eil hini oberennoù savet gant yuzevien hag en trede hini oberennoù ma veze goapaet maouezed, soudarded ha labourerien-douar Alamagn. Ne oa urzh a-ratoz ebet war peurrest hentad an diskouezadeg. Pal an diskouezadeg a oa diskouez splann e oa ar vodernelezh par d'un irienn kaset gant tud a vage kasoni ouzh an dereadegezh alaman. Lakaet e oa ivez ar vodernelezh da vezañ gwelet evel aozet gant yuzevien ha bolcheviked, en desped ma ne oa nemet 6 yuzev e-touez ar 112 arzour kinniget[3]. Un nebeud sizhunvezhioù goude digoridigezh an diskouezadeg e kemennas Goebbels ma vefe dastumet oberennoù all; En holl e eo neuze 16 558 oberenn a voe dastumet[4].
Da vare an diskouezadeg Entartete Kunst e voe aozet an hini anvet Grosse deutsche Kunstausstellung (Diskouezadeg arz meur Alamagn) en Haus der deutschen Kunst (Ti an arz alaman), ma oa diskouezet oberennoù savet gant arzourien priziet gant an Nazied evel Arno Breker pe Adolf Wissel. En tu-hont da zaou vilion a dud a yeas da welout diskouezadeg an Entartete Kunst dindan pevar miz, teir gwech hanter nebeutoc'h a dud a yeas da welout ar Grosse deutsche Kunstausstellung[5].
Tonkadur an arzourien hag o oberennoù
kemmañLakaet e voe an arzourien rakward alaman da enebourien ar stad ha da foeltrerien ar sevenadur alaman. Kalz anezho a derc'has diouzh ar vro. Da zevezh kentañ an diskouezadeg "arz disteraet" e tec'has Max Beckmann da Amsterdam[6]. Max Ernst a voe sikouret gant Peggy Guggenheim hag ez eas en arlu d'ar Stadoù-Unanet. Ernst Ludwig Kirchner en em lazhas e Suis en 1938. Paul Klee a voe en harlu e Suis, met ne voe ket roet ar vroadelezh Zuis dezhañ, war zigarez ma oa bet kinniget e obernenoù e-kerz diskouezadeg arz disteraet. Gant arzourien all e voe graet an dibab ober un harlu diabarzh : Otto Dix a yeas da vevañ war ar maez, ma savas livadurioù gweledvaoù spis hep diskouez den warno[7] Gant ar Reichskulturkammere voe nac'het ouzh Edgar Ende hag ouzh Emil Nolde prenañ dafar livañ. Berzet ma voe d'an holl re a chomas en Alamagn labourat er skolioù-meur hag e voent gweladennet, doare dic'hortoz gant izili ar Gestapo, evit assuriñ na gendalc'hfent ket da sevel oberennoù. Dre guzh e kendalc'has Nolde da livañ, gant dourlivaj hepken, evit chom hep bezañ tapet abalamour da c'hwezh kreñv a skign an eoullivaj. N'eus hini ebet anezho hag a voe kondaonet d'ar marv, hogen ar re yuzev a orin, ne voent ket evit tec'hout kuit alese, hag e voent kaset d'ar c'hampoù-bac'h.[8]
Goude an diskoueadeg e voe dibabet livadurioù zo da werzhañ diouzh ar c'hresk e Suis. Reoù zo a voe prenet evit o istribilhañ er mirdioù, re all a voe prenet gant tud war o anv. Pennoù-bras nazi a brenas oberennoù zo ivez : Hermann Göring a dapas pevarzek oberenn en o zouez unan gant Van Gogh hag unan gant Cézanne. E miz Meurzh 1939 e voe devet war-dro 400 oberenn ha n'o doa nemeur a dalvoudegezh gant pomperien Berlin[10].
Kalz a oberennoù gant Picasso, Dalí, Ernst, Klee, Léger ha Miró a voe taolet en tan d'ar 27 a viz Gouere 1942 e liorzhoù Galerie nationale du Jeu de Paume e Pariz[11]. Goude diskaridigezh Alamagn e voe trevadennet Berlin gant an Arme Ruz. Ul lodenn eus oberennoù an diskoueadeg a voe kavet kuzhet dindan zouar. Ne ouezer ket pet anezho en em gavas goude-se e Mirdi ar Peniti e Sankt Peterbourg. Er mirdi ez eo skrivet ez int a orin dianav.
An arzourien kinniget da-geñver an diskouezadeg Entartete Kunst e München, 1937
kemmañ- Jankel Adler
- Ernst Barlach
- Rudolf Bauer
- Philipp Bauknecht
- Otto Baum
- Willi Baumeister
- Herbert Bayer
- Max Beckmann
- Rudolf Belling
- Paul Bindel
- Theo Brün
- Max Burchartz
- Fritz Burger-Mühlfeld
- Paul Camenisch
- Heinrich Campendonk
- Karl Caspar
- Maria Caspar-Filser
- Pol Cassel
- Marc Chagall
- Lovis Corinth
- Heinrich Maria Davringhausen
- Walter Dexel
- Johannes Diesner
- Otto Dix
- Hans Christoph Drexel
- Johannes Driesch
- Heinrich Eberhard
- Max Ernst
- Hans Feibusch
- Lyonel Feininger
- Conrad Felixmüller
- Otto Freundlich
- Xaver Fuhr
- Ludwig Gies
- Werner Gilles
- Otto Gleichmann
- Rudolph Grossmann
- George Grosz
- Hans Grundig
- Rudolf Haizmann
- Raoul Hausmann
- Guido Hebert
- Erich Heckel
- Wilhelm Heckrott
- Jacoba van Heemskerck
- Hans Siebert von Heister
- Oswald Herzog
- Werner Heuser
- Heinrich Hoerle
- Karl Hofer
- Eugen Hoffmann
- Johannes Itten
- Alexej von Jawlensky
- Eric Johanson
- Hans Jürgen Kallmann
- Vassily Kandinsky
- Hanns Katz
- Ernst Ludwig Kirchner
- Paul Klee
- Cesar Klein
- Paul Kleinschmidt
- Oskar Kokoschka
- Otto Lange
- Wilhelm Lehmbruck
- El Lissitzky
- Oskar Lüthy
- Franz Marc
- Gerhard Marcks
- Ewald Mataré
- Ludwig Meidner
- Jean Metzinger
- Constantin von Mitschke-Collande
- Laszlo Moholy-Nagy
- Margarethe (Marg) Moll
- Oskar Moll
- Johannes Molzahn
- Piet Mondrian
- Georg Muche
- Otto Mueller
- Erich Nagel
- Heinrich Nauen
- Ernst Wilhelm Nay
- Karel Niestrath
- Emil Nolde
- Otto Pankok
- Max Pechstein
- Max Peiffer-Watenphul
- Hans Purrmann
- Max Rauh
- Hans Richter
- Emy Röder
- Christian Rohlfs
- Edwin Scharff
- Oskar Schlemmer
- Rudolf Schlichter
- Karl Schmidt-Rottluff
- Werner Scholz
- Lothar Schreyer
- Otto Schubert
- Kurt Schwitters
- Lasar Segall
- Friedrich Skade
- Friedrich (Fritz) Stuckenberg
- Paul Thalheimer
- Johannes Tietz
- Arnold Topp
- Friedrich Vordemberge-Gildewart
- Karl Völker
- Christoph Voll
- William Wauer
- Gert Heinrich Wollheim
Luskadoù arzoù gwelet evel disteraet
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Adam 1992, p.123, quoting Goebbels, November 26, 1937, in Von der Grossmacht zur Weltmacht.
- ↑ Adam 1992, pp. 121-122
- ↑ Barron 1991, p.9.
- ↑ Barron 1991, pp.47-48
- ↑ Adam 1992, pp.124-125
- ↑ Schulz-Hoffmann and Weiss 1984, p. 461
- ↑ Karcher 1988, p. 206
- ↑ Petropoulos 2000, p. 217.
- ↑ Hammerstingl, Werner (1998). "Entartete Kunst", olinda.com
- ↑ Grosshans 1983, p. 113
- ↑ Hellman, Mallory, Let's Go Paris, page 84
Daveoù
kemmañ- Adam, Peter (1992). Art of the Third Reich. New York: Harry N. Abrams, Inc.. ISBN 0-8109-1912-5
- Barron, Stephanie, ed. (1991). 'Degenerate Art:' The Fate of the Avant-Garde in Nazi Germany. New York: Harry N. Abrams, Inc. ISBN 0-8109-3653-4
- Evans, R. J. (2004). The Coming of the Third Reich. New York: The Penguin Press. ISBN 1594200041
- Grosshans, Henry (1983). Hitler and the Artists. New York: Holmes & Meyer. ISBN 0-8419-0746-3
- Grosshans, Henry (1993). Hitler and the Artists. New York: Holmes & Meyer. ISBN 0-8109-3653-4
- Karcher, Eva (1988). Otto Dix 1891-1969: His Life and Works. Cologne: Benedikt Taschen. Patrom:OCLC
- Laqueur, Walter (1996). Fascism: Past, Present, Future. New York: Oxford University Press. ISBN 0-19-509245-7
- Lehmann-Haupt, Hellmut (1973). Art Under a Dictatorship. New York: Oxford University Press.
- Minnion, John (2nd edition 2005). Hitler's List: an Illustrated Guide to 'Degenerates' . Liverpool: Checkmate Books. ISBN 0-9544499-2-4
- Nordau, Max (1998). Degeneration, introduction by George L. Mosse. New York: Howard Fertig. ISBN 0-8032-8367-9
- Petropoulos, Jonathan (2000). The Faustian Bargain: the Art World in Nazi Germany. New York, N.Y.: Oxford University Press. ISBN 0195129644
- Rose, Carol Washton Long (1995). Documents from the End of the Wilhemine Empire to the Rise of National Socialism. San Francisco: University of California Press. ISBN 0-520-20264-3
- Schulz-Hoffmann, Carla; Weiss, Judith C. (1984). Max Beckmann: Retrospective. Munich: Prestel. ISBN 0-393-01937-3
- Suslav, Vitaly (1994). The State Hermitage: Masterpieces from the Museum's Collections vol. 2 Western European Art. New York: Harry N. Abrams, Inc. ISBN 1-873968-03-5
Liammoù diavaez
kemmañ- [1] Original Source 1937/1938, Gothic type, including pictures, 32 pp.
- [2] the same, but Latin type, without pictures
- A Teacher's Guide to the Holocaust
- Nazis Looted Europe's Great Art
- State Hermitage Museum, Russia
- How Greatest War in history became a war for history