Otto Weininger
Otto Weininger (3 Ebrel 1880 - 4 Here 1903) a oa ur prederour aostrian hag a veve en impalaerezh Aostria-Hungaria. E 1903 e embannas al levr Geschlecht und Charakter ("Reizh ha Temz"), deuet da vout anavezet mat goude e emlazh da 23 bloaz. Ul lodenn ag e oberenn a voe arveret gant an NSDAP. Weininger a levezonas Ludwig Wittgenstein, August Strindberg, Julius Evola ha James Joyce.
Gourelezh ha gwregelezh
kemmañGeschlecht und Charakter e zispleg e vez kenaozet an dud gant ur c'hemmesk a zanvezennoù gourel ha gwregel. An tu gourel zo ampletus, spis, ha poellek, tra ma vefe an tu gwregel, diampletus, diemskiant ha diboellek. Hervez Weininger n'eo posupl an dishualañ evit ar merc'hed nemet gant ar "gwragez gourel", mod arall int levezonet gant o libido hag o fleg da vout mammoù. Tra ma'z eo dever ar gourelezh stourm da vout ur genius, hag uhelaat e reizhelezh davet azeul Doue, hag a gav ennañ.
Ul lodenn vras ag e levr a lak ar gomz war betra eo ur genius. Weininger a lavar ne c'hall ket an ijin chom war un dachenn anaoudegezh ispisial evel ar sonerezh pe ar matematikoù, mes un ijin hollvedel eo atav. Soñjal a rae e c'hall bout kavet an ijin-se en holl an dud. Geschlecht und Charakter a oa brudet en Italia evit kemer lec'h damkaniezhioù Freud a-drugarez da brederourion evel Steno Tedeschi hag a droas an destenn en italianeg.
Yuzeviezh ha kristeniezh
kemmañWeininger a oa ur Yuzev hag a droas ouzh ar gristeniezh e 1902 En ur pennad e lavaras e oa gant ar yuzevien un temz gwregel (tud difeiz, hep hiniennelezh, hag hep skiant ag ar mad hag an droug. Hag ar gristeniezh a vez taolennet evel "aztaol uhelañ ar feiz", tra ma vez taolennet ar yuzeviezh evel "digalon". Weininger a zisklerie e oa e vare o vont da neuz hag a ziskoueze traoù liammet ouzh ar wregelezh.