Sellet e vez ouzh Korventenn veur 1780 evel ouzh ar gelc'hwidenn drovanel varvusañ bet biskoazh er Meurvor Atlantel. E-tro 22 000 a dud a gavas o marv pa voe freuzet-lip Martinik, Sint Eustatius ha Barbados etre an 10 hag ar 16 Here.[1] Miliadoù a dud a varvas war vor ivez.

Korventenn veur 1780
Marvusañ korventenn er Meurvor Atlantel
  • ██ Lec'hioù skoet gant ar gorventenn
    (salv Bermuda)

  • Ganedigezh 9 Here 1780
    Marv 20 Here 1780

    Avelioù brasañ 325 km/h

    Gouzañvidi 22 000

    Lec'hioù skoet Antilhez Bihanañ
    Bermuda
    Hispaniola
    Puerto Rico
    (+ Florida ha lod Stadoù SUA ?)

    Ar gorventenn

    kemmañ

    Skoet e voe ar mor Karib e-kreiz an Dispac'h amerikan (1765-1783). Ker e voe ar priz paeet gant lestrazoù Breizh-Veur ha Frañs a oa o keveziñ o-daou a-benn chom mestr war an takad. Strewet ha gwallgaset gant ar gorventenn e voe lestraz an amiral breizhveuriat George Rodney, a oa o treizhañ etre New York hag an Antilhez. En em gavet e Barbados e kavas an amiral e oa bet graet peñse gant eizh diwar an daouzek lestr-brezel en doa laosket war e lerc'h hag e oa marvet an darn vrasañ eus ar vartoloded e bourzh.

    An ergerzher kaset di da c'houde evit priziañ ar reuz a gavas e oa chomet daou zevezh-pad ar gorventen war al lec'h. Ken bras e oa ar reuz ken ma kavas d'an ergerzher, e gaou, e oa bet ur c'hren-douar war un dro gant ar gorventenn. Peuzskubet e oa bet an enezenn. Dousennadoù a vigi-pesketa a vankas distreiñ. Kement familh war an enez, koulz lavaret, a gollas unan kar e-pad ar gorventenn.

    Korventennoù 1780

    kemmañ

    Dibar eo bet koulzad ar c'horventennoù e 1780, pa c'hoarvezas teir c'horventenn a voe pennkaoz da marv mil den pep hini anezho da nebeutañ, an teir anezho e-kerzh miz Here.[1]

    Ur bloavezh rekord evit an tarchoù heol abaoe kantvedoù e voe 1780. E-pad kelc'hiad dreistuc'hek an heol e-tro 1775-1785 e c'hoarvezas un niver uhel ha divoas a gorventennoù - 3 war an dek vrasañ, 6 war ar 25 varvusañ renablet er pevar c'hantved a-raok[2] Goude-se ne voe ket adkavet un niver ken bras a darchoù produet gant an heol a-raok begoù kelc'hiadoù 1958, ha 200-2002, al live hollek uhelañ gant an obererezh heolel en ur ober kantadoù a vloavezhioù[3].

    Korventennoù er Meurvor Atlantel

    kemmañ
     
    Mitch d'ar 26 Here 1998

    E-touez ar c'horventennoù marvus-tre all er Meurvor Atlantel emañ Galveston (1900) ha Mitch (1998).
    Evit keñveriañ, nebeutoc'h eget 2 000 a dud a voe lazhet gant Katrina er bloaz 2005

    Korventennoù marvusañ er Meurvor Atlantel
    Renk Anv Bloaz Tud lazhet
    1 "Korventenn veur" 1780 22 000
    2 Mitch 1998 9 000 – 18 000
    2 "Galveston" 1900 8 000 – 12 000
    2 Fifi 1974 8 000 – 10 000
    2 Republik Dominikan" 1930 2 000 – 8 000

    Levrlennadur

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ
    1. 1,0 ha1,1 (en) 'NOAA, 28 Mae 1995. Kavet : 15/06/2021.
    2. (en) 'NOAA'. Kavet : 15/06/2021.
    3. (en) 'Space.com'. Kavet : 15/06/2021.