Ousama ben Laden

(Adkaset eus Ousama bin Ladin)

Ousama ben Mohamed ben Awad ben Laden (arabeg: أسامة بن محمد بن عوض بن لادن‎, Usāmah bin Muḥammad bin ‘Awaḍ bin Lādin), ganet d'an 10 a viz Meurzh 1957 e Riyadh (Arabia Saoudat ha marvet d'an 2 a viz Mae 2011) a oa un stourmer islamour, genidik eus ur familh saoudat brudet. Lazhet e oa gant soudarded amerikan d'an 2 a viz Mae 2011 e Abbottabad e norzh Pakistan, goude bloavezhioù a strivoù evit tapout anezhañ. Edo Ben Laden e-touez an dek torfedour ar muiañ klasket gant an FBI abaoe 1998.

Ousama ben Laden e-tro 1997.

Ur stourmer islamour

kemmañ

Ousama ben Laden e oa krouer ha pennrener an aozadur anvet al-Qaeda, gwall vrudet abalamour da walldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 er Stadoù-Unanet, ha da veur a walldaol bras a-enep keodediz eus broioù ar c'hornôg (bombezadeg e 1998 war kannatioù ar Stadoù-Unanet da skouer). Abaoe 2001 e oa Ousama ben Laden hag e aozadur gwennoù pennañ e-kerzh Brezel a-enep ar Sponterezh renet gant ar Stadoù-Unanet. E-pad bloavezhioù diwezhañ e vuhez edo Ben Laden ha renerien all Al-Qaeda kuzhet e-kichen harzoù Afghanistan ha rannvroioù renet ez-kevredadel Pakistan.

 
Poltred un atersadenn gant Hamid Mir eus Ousama ben Laden hag Ayman al-Zawahiri e 2001 en Afghanistan.

Daoust da vezañ gwelet evel un haroz gant lod, ne oa ket gwelet mat gant tout ar vuzulmaned, na gant tout an islamourien zoken.