Pachycare flavogriseum

Pachycare flavogriseum


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Acanthizidae
Genad : Pachycare
Anv skiantel
Pachycare flavogriseum
(Meyer, 1874)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Pachycare flavogriseum[1] a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad an Acanthizidae.

Anvet e voe Pachycephala flavogrisea (kentanv) da gentañ-penn (e 1874) gant ar paleontologiour alaman Hermann von Meyer (1801-1869) : ar spesad nemetañ er genad Pachycare[2] an hini eo.

Doareoù pennañ

kemmañ

Bevañ a ra diwar amprevaned ha kevnid dreist-holl.

Annez hag isspesadoù

kemmañ

Ar spesad emañ brosezat ar pevar isspesad anezhañ[3] e Ginea Nevez :

  • Pachycare flavogriseum flavogriseum, er c'hornôg (menezioù Vogelkop ha Wandammen),
  • Pachycare flavogriseum randi, en aradennad-venezioù Sudirman, e takad stêr Idenburg,
  • Pachycare flavogriseum subaurantium, e menezioù kreiz Ginea Nevez,
  • Pachycare flavogriseum subpallidum, er gevred (menezioù Herzog ha Saruwaged).

Rummatadur

kemmañ

Renket e voe ar spesad e kerentiadoù all — Pachycephalidae ha Petroicidae — a-raok na voe embannet labourioù skiantel e 2009[4] hag e lakaas e hini an Acanthizidae da vat.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. Gould, 1876.
  3. Pachycare flavogriseum war al lec'hienn Avibase.
  4. Janette A. Norman, Walter E. Boles ha Les Christidis, Relationships of the New Guinean songbird genera Amalocichla and Pachycare based on mitochondrial and nuclear DNA sequences, Journal of Avian Biology, miz Du 2009, 40(6), pajennoù 640–645.