Panakeia (Πανάκεια / Panákeia e gregach) a oa merc’h d'an doue Asklepios (a oa mab da Apollon) ha da Lampetia, hag unan eus doueed ar yec'hed.

Panakeia o sikour ur c'hlañvour. Munud gant ar medisin J. Gazola (1716).

Sikour a rae he zad gant he c'hoarezed ha pareañ a rae an holl gleñvedoù gant he louzoù, he c'hoar Iaso o vezañ doueez ar pare ha Hygieia hini ar yec'hed hag an diwall diouzh ar c'hleñvedoù.

Breudeur ha c'hoarezed

kemmañ

Pevar breur he doe:

C'hoarezed:

Gerioù

kemmañ
  • Dont a ra Panakeia eus "panakés" (hollbareañ) diwar "pan", holl, hag "akos", pare, a vije a-orin gant hor ger "yac'h"(Daveoù a vank).
  • Diwar hec'h anv e teu ar gerioù saoznek ha gallek "panacea", "panacée".
  • An anv Iaso ivez, a deu eus ar gregach iasthai, pareañ, a vije kar d'hor ger yac'h(Daveoù a vank).
 
Bruderezh evit ul louzoù e 1903[1]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ