Panzerkampfwagen V Panther
An tank etre Panzerkampfwagen V Panther pe SdKfz 171 a oa un tank etre Alaman implijet e-pad an Eil Brezel-bed kement war Talbenn ar Reter ha Talbenn ar C'hornôg en Europa.
Iskevrennad eus | Tank etre |
---|---|
Anv er yezh a orin | Panzerkampfwagen V Panther |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Raklec'hiet gant | Panzer IV |
Heuliet gant | Tiger I |
Bro orin | Trede Reich |
Oberataer | Wehrmacht |
Manufacturer | MAN SE |
Treset gant | MAN SE |
Lakaet er servij | 1943 |
Service retirement | 1945 |
Lakaet e oa bet e renkadur an tankoù etre, en gwirionez dre e pouez, e oa tostik-tost diouzh hini an tankoù onner. Pouez ar Panzerkampfwagen V Panther 44,8 tonenn a laka anezhañ e memes renkadur evit an tankoù ponner stadunanat M26 Pershing (41,7 tonenn), an hini saoz Churchill (40,7 tonenn) pe an hini soviedat IS-2 (46 tonenn). Kreñv spontus e oa keflusker an tank ar pezh a roe an tu dezhañ da fiñval bliv en desped d'ar pouez uhel hollek. Ar pouez a oa ivez ur gudenn evit ar c'heflusker hag ar fed ne oa ket tu treuziñ an holl pontoù gant an tank Panther.
Bourzhidi
kemmañAr Panther en devoa 5 bourzhiad en holl: ar c'homandant, an tenner, ar c'harger, ar blenier ha den ar radio. Ar c'homandant, karger ha tenner a oa en douribell. Ar blenier hag ar radio a oa e kouc'h an tank.
Implij evit an emgannoù
kemmañAn tankoù Panther a voe dafaret evit sevel ar Panzer Abteilung 51 (Batailhon tank 51) d'an 9 a viz Genver, ha goude-se d'ar Panzer Abteilung 52 d'ar 6 a viz C'hwevrer 1943.
Doareoù disheñvel
kemmañ- Klasket e oa bet sevel ar Flakpanzer 341 Coelian – oc'h implij diaz ur Panther D- un arm enep kirri-nij emluskek, ur vaketenn eus an douribell a oa bet savet nemetken.