Er yezhoniezh e vez implijet an termen paragoge (diwar ar henc'hresianeg: paragōgḗ para- "dreist-" + agōgḗ "ren") (saoz. paragoge) pe lostkresk[1] evit komz eus un doare epentezenn resis ma vez staget ur sonennn, peurliesañ ur vogalenn ouzh dibenn stumm orin deveradurel ur ger.

Dreist-holl e c'hoarvez pa vez amprestet ur ger digant ur yezh all disheñvel e framm fonologiezh hag a rank bezañ treuzfeurmet evit klotaat gant reolennoù fonotaktikel ar yezh a degemer anezhe, peurliesañ evit krouiñ ur silabenn digor (oc'h achuiñ gant ur vogalenn) diwar ur silabenn serr (oc'h achuiñ gant ur gensonenn), da skouer:

Japaneg
テーブル (tēburu; "taol") < saozneg table
Gresianeg
φιστίκι ("kraoñ-marmouz") < turkeg fıstık

Ouzhpenn c'hoarvezhout pa vez amprestet gerioù diwar yezhoù all disheñvel o framm fonologel e c'hell degouezhout ar paragoge a-hed an amzer betek ma teu ar furmoù a-vremañ da vezañ disheñvel diouzh ar stummoù istorel ma oant bet diorroet diwarne, da skouer en italianeg:

amant (latin) → (*aman) → amano

Gwelit ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Lavar 09 p. 94