Paraná (stad)

(Adkaset eus Paraná (stad ))

Paraná a zo unan eus ar 26 stad kevreet a zo e Brazil. E su ar vro emañ, er rannvro Sul. En norzh dezhi emañ stad São Paulo, er reter ar Meurvor Atlantel, Santa Catarina er su, Mato Grosso do Sul er gwalarn. Er mervent e sko ouzh Arc'hantina ha Paraguay. Gant he 199 314 km², eo un tamm brasoc'h eget Senegal. Curitiba eo he c'hêr-benn.

Paraná
Banniel Paraná Ardamezioù Paraná
Kartenn Brazil
Lec'h ar stad e Brazil
Bro  Brazil
Kêr-benn Curitiba
Kêr vrasañ Curitiba
Rannvro Sul
Gorread 199 314,9 km² (9vet)
Poblañs
  - Hollad
  - Stankter

10 279 545 (2012) (6vet)
52 ann./km² (12vet)
MDD (2010) 0,820 – uhel (6vet)
Gwerzhid-eur UTC-3
Kod ISO 3166-2:BR BR-PR

Dont a ra an anv eus ar stêr Paraná.

Douaroniezh

kemmañ

Ar stad nemeti eo a zo stok ouzh Paraguay hag Arc'hantina war un dro. Enni emañ Lammoù-dour an Iguaçu.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.