Pascal Rannou

skrivagner gallek

Pascal Rannou, ganet d'an 2vet a viz Meurzh 1958 e Laval, zo ur skrivagner hag ur skridvarnour breizhat. Kelenner skol-veur eo bet e Roazhon hag e Pariz. Arbennigour eo war al lennegezh vreizhek c'hallek. Sinañ a ra Paskal Rannou pa sav testennoù brezhonek.

E dad a oa maer Lokeored[1]. Tapet en doa an agregadur war al lizhiri modern e 1991[2] ken e yeas da vezañ kelenner-lise e Mayenne, a-raok mont da vezañ karget a gentelioù e Skol-veur Roazhon 2 hag e Skol-veur Pariz da c'houde.
Souten a reas un dezenn war ar barzh Tristan Corbière evit mont da vezañ doktor war al Lennegezh. Ar Priz Henri Régnier roet gant an Akademiezh gall zo aet gant embannadur adwelet e labour. Savet en deus un oberenn bersonel : romantoù, danevelloù ha barzhonegoù, e galleg peurvuiañ.

Tost da Unvaniezh Demokratel Breizh eo bet ken e skrivas en he c'helaouenn, Le Peuple breton-Pobl Vreizh. Kemeret en doe perzh e emgavioù Begerel, aozet ganti e 2004.

 Lennegezhour, skridvarnour ha skrivagner 

kemmañ

Arbennigour eo Pascal Rannou war ar skrivagnerien c'hallek e Lennegezh Breizh ha derc'hel a ra d'o lakaat war wel en ur ginnig Tristan Corbière, Auguste de Villiers de L'Isle-Adam, Julien Gracq, Eugène Guillevic, Pêr-Jakez Heliaz[3], Saint-Pol-Roux, Michel Mohrt hag all. Astenn a reas tachenn ar studi betek Jean-Loup Trassard, ur skrivagner eus Mezven, ha Gustave Flaubert o veajiñ e Breizh.

Savet en deus arnodskridoù ha pennadoù war al lennegezh ha renet en deus embannadurioù a-stroll diwar-benn lennegezh Breizh, unan war al lennegezh c'hallek hag unan all war al lennegezh vrezhonek.

 Embannadennoù 

kemmañ

Arnodskridoù

kemmañ
  • Guillevic : du menhir au poème, Montroulez, Skol Vreizh, 1991.
  • Visages de Tristan Corbière, Montroulez, Skol Vreizh, 1995.
  • Inventaire d'un héritage, essai sur l'œuvre de Pierre-Jakez Hélias, An Here, 1997.
  • Dictionnaire des écrivains bretons du XXe siècle, Marc Gontard (renerezh), Presses universitaires de Rennes, 2002.
  • Pierre-Jakez Hélias : l'homme et l’œuvre, adembannadur adwelet hag hizivaet diwar Inventaire d'un héritage (1997), Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2014.
  • De Corbière à Tristan, Les Amours jaunes : une quête de l'identité, Honoré Champion, 2006. (ISBN 2745314823). Tezenn adwelet evit an embann. Priz Henri de Régnier (2007). Adembannet e 2019 (ISBN 978-2-7453-5303-0 ).

Oberennoù a-stroll

kemmañ

Teskad barzhonegoù

kemmañ
  • Les Trajectoires lumineuses, rakskrid gant Eugène Guillevic Brest, L'Authenticiste, 1996. Barzhonegoù embannet barzh Arpa, Encres vives, Spered Gouez, Ar Men, Hopala!.

Romantoù

kemmañ
  • Sentinelles de la mémoire, Coop Breizh 1999.
  • Un Tyran du bocage, L'Harmattan, Pariz, 2002.
  • Noire, la neige, Marsilha, Parenthèses, 2008.

Danevelloù brezhonek

kemmañ
  • Un bon petit diable/Un diaoul a ganfart (divyezhek galleg-brezhoneg), Hopala!, niv. 44, Meurzh 2014.
  • Balthazar war dec'h (Balthazar ou l'ultime évasion), Al Liamm, niv. 415, Meurzh-Ebrel 2016.
  • Ur Requiem e Breizh (troet diwar Un Requiem breton), Al Liamm, niv. 422, Mae 2017.
  • Ur plac'h yaouank barzh ar gêr vras, Ya!, niv. 646, 27 a viz Here 2017.
  • Hañmm-himm, Ya! niv. 659 ha 660, miz Genver 2018.
  • Rock Land, Al Liamm, niv. 433, Meurzh-Ebrel 2019.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Francis Favereau, « Du penkawr gaulois au (be)geor breton », dans Hildegard Tristram (dir.), (Re)Oralisierung, Tübingen, Gunter Narr, coll. « ScriptOralia », niv. 84, 1996,

    commune de Loqueffret [...] Pascal Rannou, originaire de cette commune (dont le maire n'est autre que son père

  2. Le Monde.fr, 1991-08-01.
  3. Posubl eo stagañ an oberour-se ouzh domani al lennegezh c'hallek, p'en doa troet e oberennoù brezhonek e-unan.