Golvan-ar-maezioù

(Adkaset eus Passer montanus)
Golvan-ar-maezioù

Ur golvan-ar-maezioù.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Passeridae
Genad : Passer
Anv skiantel
Passer montanus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar golvan-ar-maezioù a zo un evn bihan, Passer montanus an anv skiantel anezhañ.

Vioù golvan-ar-maezioù.

Doareoù pennañ

kemmañ

Mentet eo golvan-ar-maezioù war-dro 14 cm. N'eus ket a ziforc'h etre plu ar par hag hini ar barez. Un tarchad du a weler war ar jod wenn. Gell-kistin eo liv e gabell. Nijal a ra buan-tre.

Neizhiañ a ra e miz Ebrel ha Mae, betek miz Mezheven. Sevel a ra e neizh e toull ur wezenn, en ur c'hleuz. Asantiñ a ra ober gant ur c'hasedig-neizh. A-wechoù e kaver un drevadenn neizhioù. Aozañ a ra un neizh laosk ha diskempenn gant geot, kolo, delioù, man ha pluñv. Betek c'hwec'h vi a gaver en un neizhiad.

Had hag amprevaned a bep seurt.

Labous ar maezioù eo. Ne zeu ket ken tost d'an dud na d'an tiez hag ar golvan tiez. Chom a ra er c'hoadoù ha gwerjeoù, el liorzhoù, en alezioù, hag all.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.