Patriarch eukumenek Kergustentin
Ar Patriarch eukumenek (gresianeg : Η Αυτού Θειοτάτη Παναγιότης, ο Αρχιεπίσκοπος Κωνσταντινουπόλεως, Νέας Ρώμης και Οικουμενικός Πατριάρχης, "E Zreist-Doueel Holl-Santelezh Arc'heskob Kergustentin, Roma Nevez, ha Patriarch eukumenek"; Turkeg : Konstantinopolis ekümenik patriği) eo arc'heskob Kergustentin gant renk primus inter pares e-touez Ilizioù embennek a ra an Iliz Ortodoks. Gwelet a reer anezhañ evel kannad hag heñcher speredel ar reizhkredourien er bed a-bezh.
Patriarchiezh eukumenek Kergustentin zo unan eus emsavadurioù en doa padet ar pellañ er bed. Ganti e voa strewet ar Gristeniezh dre an Impalaeriezh roman hag ur perzh bras he doa kemeret e-barzh an tabutoù doueoniezh en Henamzer ziwezhañ hag e penn-kentañ ar Grennamzer. Ur perzh politikel bras kenañ he doa ivez dre e liammoù ouzh an Impalaeriezh roman.
Hiziv an deiz emañ Bertele Iañ 270vet eskob Kergustentin